Dans An Taol Lagad, on s'intéresse à l'enseignement du breton à Nantes, qui accueille la cérémonie des Prix de l'avenir de la langue bretonne, diffusée jeudi soir sur France 3. Fenoz e vo skignet lid ar Prizioù, enrollet e Naoned ar bloaz-mañ evit ar wech kentañ. E kêr an duged ez a war raok ar brezhoneg ivez tamm-ha-tamm, dre ar c'helenn dreist-holl.
E Naoned eo bet aozet Prizioù dazont ar brezhoneg ar bloaz-mañ. Komz a reer ar yezh e kêrbenn duged Breizh ivez, ha diorroiñ a ra an hentennoù divyezhek. 920 bugel a vefe skoliatet e brezhoneg e departamant Liger-Atlantel. Bet eo bet Maïna Sicard-Cras d'ober tro ar skolioù divyezhek ha Diwan, ha da dremen un tamm amzer er vagouri Youn ha Solena, digoret e Sant-Ervlan e 2017, lec'h ma glev ur pemzek bennak a vugaligoù brezhoneg bemdez.
Piv a vo brezhoneger.ez ar bloaz ?
Fenoz, adalek unnek eur nemet kard, e vo skignet abadenn ar Prizioù war France 3 Breizh, ha posubl e vo adkavout al lid enlinenn adalek fenoz ivez. Gouezet e vo neuze gant piv ez aio priz brezhoneger pe brezhonegerez ar bloaz goude ar strollad Alvan hag Ahes warlene.
Evel bep bloaz ez eus tri zen war ar renk, dibabet gant ar juri evit o oberoù da gas ar brezhoneg war raok :
6 priz all a vo roet e-kerz al lid kinniget gant Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves.