VIDEO. Ar Stal, ul lec'h hag a ra berzh er menez Are : votre édition An Taol Lagad du 19 mars 2024

durée de la vidéo : 00h04mn33s
Ar Stal, le tiers-lieu de Plounéour-Ménez
An Taol Lagad du 19 mars 2024 ©France 3 Bretagne

Bloaz 'zo eo digor Ar Stal e Plouneour-Menez ha dont a ra tud da eskemm, c'hoari ha dizoleiñ arzoù a bep seurt. Le Stal a ouvert à Plounéour-Ménez il y a un an et il fait le plein.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

E Plouneour-Menez eo deuet raktres al luderien Dan Ross ha Solen Lesouef da wir. Harp ouzh o atalier labour eo digor al lec'h buheziñ "Ar Stal". Pakañ ur banne, debriñ, c'hoari gant mignoned, deskiñ a bep seurt teknikoù evel an engravañ a c'heller ober hag alies e vez pedet sonerien ouzhpenn. Angelina an hini eo a ra war-dro. Piv an diaoul n'eus laret vez hir ar goañv er menez Are ? Hennezh ne oar ket eo digor ar Stal e Plouneour-Menez atav, eus ar merc'her betek ar sul. Ha lec'hioù buhez e-giz-mañ a gaver un tamm pep lec'h e Breizh.

Keleier-berr

E fulor emañ ar glañvdiourien frank abalamour da emdroadur o micher. Manifestiñ a reont hiziv un tamm pep lec'h e Breizh. E Roazhon emañ ar vanifestadeg vroadel, met e Kemper ivez o deus roet traktoù d'ar vlenierien ar mintin-mañ. Hervezo eo poent bras kreskiñ talvoudegezh an holl oberoù bihan a reont war ar pemdez. Pezh ne vefe ket bet graet abaoe 2009 evit lod anezho, rak n'int ket evit padout ken gant kresk ar c'houstoù. Ur vanifestadeg all a vo dirak ministrerezh ar Yec'hed, e Pariz, d'ar 4 a viz Ebrel.

Roazhon, Sant-Brieg, Gwened hag e Brest... en holl departamantoù breton vez manifestet hiziv gant ar gargidi. Aozet oa bet an devezh-mañ goude prezegenn-kelaouiñ miz genver ar prezidant Macron hag en doa embannet vefe uhelaet ar goproù hervez ar c'hozhni hag ar merit... un dalvoudegezh blaz ar c'hozh warni, eme sindikadoù ar velestradurezh publik. Pe vefe 'barzh an ospitalioù, ar skolioù, al lezioù-barn eo gwanoc'h-gwanañ galloud-prenañ ar gopridi pa gresk ar prizioù tro-dro deomp dibaoue mizioù.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information