VIDEO. Edukatour gant bugale trubuilhet ha Banksy e Brest. Votre édition An Taol Lagad du 9 juin

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn29s
Votre édition An Taol Lagad du 9 juin 2023. ©France 3 Bretagne

Votre édition en breton suit la vie d'un foyer qui accueille des enfants souffrant de troubles psychosociaux et présente l'exposition Banksy qui s'installe à Brest pour deux semaines. Buhez un ti-bod evit bugale gant diaesterioù ha diskouezadeg an arzour-straed Banksy e Brest a zo war roll-meuzoù an Taol Lagad.

Edukatour arbennikaet eo Malo an Henaff en un ensavadur a zegemer bugale gant diaesterioù sokiopsikologel, un IME, e Poligneg e-kichen Roazhon. En ur vevañ war ar pemdez gant ar vugale e klask ar skipailh reiñ dezho ar c'hodoù sokial evit mont war-raok war zu an emrenerezh ha gwellaat o zoare da vezañ gant ar re all. Keginañ, pourmen pe c'hoazh kas raktresoù da benn a vez graet evit se. Ur filmig mod western a zo bet savet ganto daou vloaz 'zo da skouer. Adkavet e vo ar gelaouadenn-se en abadenn Bali Breizh hag a vez o pourmen e bro Roazhon ar miz-mañ

Arz-straed Banksy er Gapusined

Anavezet ken-ken eo Banksy, arzour straed a orin eus Bristol e Breizh-Veur. Un diskouezadeg liammet gant e oberennoù, ha dastumet abaoe 2007 gant un den lesanvet Beru, a vo staliet er Gapusined e Brest betek an 23 a viz Even. N'eo ket oberennoù ker ruz an arzour a vo da welet e Brest met dielloù liesseurt tre : poltriji, goloioù pladennoù, serigrafiennoù... Digoust eo met aliet e vez ar weladennerien da reiñ ur gwenneg bennak da gevredigezhioù lec'hel. Un spered kengred a glot gant sell politikel kreñv Banksy.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité