VIDEO. Un atant pedagodel ha barzhoniezh ar gwez. Votre édition An Taol Lagad du 8 juin.

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn29s
Votre édition An Taol Lagad du 8 juin 2023. ©France 3 Bretagne

Une ferme pédagogique vient d'ouvrir à Saint-Thonan, près de Landerneau pour présenter les races locales aux enfants et inciter à bien manger. Et Malo Bouëssel du Bourg présente un livre poético-scientifique sur les arbres. En Taol Lagad hiziv ez eer en un atant pedagogel ha treiñ a reer pajennoù ul levr skiantel, barzhoniel hag arzel war ar gwez.

Atantoù pedagogel a gaver e meur a lec'h er vro. Unan nevez flamm a zo o paouez digeriñ e Sant-Tonan, e-kichen Landerne. Anvet eo bet "Les jardins de l'éveil" ha savet war un dachenn en dro d'un atant kozh, renevezet penn-da-benn. Eno e vez kinniget d'ar vugale loened an ti-feurm, gouennoù eus ar vro anezho, ha legumaj al liorzh. Hag evit mont pelloc'h ganti e c'hell ar vugale debriñ legumaj evit klask deskiñ dezho petra eo boued yac'h ha mat.

Awenet gant ar gwez

Tri arzour o deus kenlabouret da skrivañ ha skeudennaouiñ Lignes de vies / Linennoù buhez, ul levr divyezhek gouestlet d'ar gwez. Malo Bouëssel du Bourg en deus skrivet barzhonegoù ha testennoù skiantel. Skeudennaouet eo bet gant Daniela Jordanova ha maketennet gant Maeva Guyon. Lakaat a reont ar gwez hag ar pezh a arouezont e kreiz o oberenn.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité