VIDEO. Karr-tan ar gazetennerez Morgan Large drastet un eil gwech. Votre édition An Taol Lagad du 31 mars.

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn28s
Votre édition An Taol Lagad du 31 mars 2023. ©France 3 Bretagne

De nombreuses organisations apportent leur soutien à la journaliste de Radio Kreiz Breizh Morgan Large, dont la voiture a été sabotée une deuxième fois. A-raok kaozeal eus Prizioù dazont ar brezhoneg emañ an Taol Lagad e Gwengamp, gant an aozadurioù a embann o skoazell d'ar gazetennerez Morgane Large. Adkavet he deus rod he oto diviñset adarre.

Rod he oto diviñset, evel ma oa bet dija daou vloaz zo. Setu ar pezh a zo c'hoarvezet gant ar gelaouennerez Morgan Large e fin ar sizhun dremenet. E 2021 e oa bet graet an taol fall-se just goude ma vefe bet klevet kazetennerez Radio Kreiz Breizh en un teulfilm diwar-benn al labour-douar e Breizh. Ne oa ket bet kavet piv oa kablus da heul enklask an archerien. Ur c'hlemm a zo bet douget ar wech-mañ c'hoazh. Meur a aozadur, kazetennerien, sindikadoù, o deus embannet o skoazell ha lavaret e ranker difenn ar frankiz da gelaouiñ.

Piv vo brezhonegerez ar bloaz

E Roazhon e vo roet Prizioù dazont ar brezhoneg ar bloaz-mañ. 7 priz a vo roet hag an hini diwezhañ a yelo da vrudañ brezhoneger, brezhonegerez pe brezhonegerien ar bloaz. Ar skolaer Jean-Patern Ars, ar skrivagnerez Loeiza an Duigou hag ar strollad sonerezh Alvan hag Ahez a zo bet rakdibabet gant ar juri. Skignet e vo al lid warc'hoazh war hol lec'hienn internet adalek 8 eur hanter ha war France 3 Breizh da hanternoz ha kard. 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité