15 ans après avoir sauvé sa maternité au terme d'une large mobilisation, le Centre Bretagne est de nouveau inquiet. Une nouvelle loi limitant les contrats intérimaires de médecins pourrait mener à sa fermeture. Côté culture, du théâtre en breton est proposé aux enfants. Nec'het eo tud Kreiz Breizh rak anv a zo da zigreskiñ an niver a gontradoù dre interim ha neuze, marteze, da serriñ servij gwilioudiñ ospital Karaez. Ha kaozeal a reomp ivez eus ur staj c'hoariva aozet un nebeut devezhioù zo e Kemper.
Gant enkrez e c'hortozer deiziad an 3 a viz Ebrel e kreiz Breizh. En devezh-se e krogo al lezenn Rist war ar yec'hed da dalvezout ha difenn a ra d'an ospitalioù, evel pennospital Brest-Karaez, tutañ medisined dre gontradoù etrekarg (interim). Hep ar vedisined-se e c'hellfe ar servij gwilioudiñ, savetaet e 2008, bezañ en arvar da serriñ en-dro. Ur vanifestadeg a vo aozet e Karaez disadorn 18 a viz Meurzh evit diskouez ne asanto ket tud ar vro e vefe rediet ar merc'hed dougerez ober ouzhpenn un eurvezh hent evit reiñ buhez d'o babig.
Tri devezh evit c'hoari mojenn ar roue Marc'h
Bep tro ma vez vakañsoù, pe dost, e vez aozet stajoù c'hoariva evit ar vugale, ar c'hrennarded pe an dud deuet gant Ar vro Bagan. Ar bloaz-mañ oa bet kinniget an hini kentañ e Kemper, gant ti ar Vro. Un doare dreist evit deskiñ pe peurzeskiñ ur yezh ha bezañ en e aes dre gomz.