La troisième journée de mobilisation contre la réforme du système de retraites et les échanges entre l'université de Harvard et l'université de Bretagne occidentale sont au programme de l'édition en breton. Manifestiñ da zifenn al leveoù ha kompren an eskemmoù etre skolioù-meur Brest hag Harvard er Stadoù-Unanet, setu ar pezh a gaver en Taol Lagad hiziv.
Un trede devezh manifestadegoù da zifenn ar sistem leveoù a oa bet aozet e Frañs a-bezh d'ar meurzh 7 a viz C'hwevrer. E Brest en deus skipailh an Taol Lagad heuliet ar vanifesterien, deuet ur wech c'hoazh da lavaret ne fell ket dezho gortoz bezañ 64 vloaz evit chom a-sav da labourat. Ar re yaouank a oa e penn ar vanifestadeg ar wech-mañ. Manifestet e vo en-dro d'ar sadorn 11, ha kroget eo ar gannaded da dabutal war ar raktres lezenn.
Eskemmoù etre Harvard ha Brest
E penn rann ar studioù keltiek emañ Catherine McKenna e skol-veur Harvard, e-kichen Boston, er Stadoù-Unanet. Abaoe un nebeut bloavezhioù en deus an ensavadur skoulmet liammoù gant skol-veur Brest ha Kreizenn ar studioù breizhek ha keltiek. Eskemmoù dielloù, studierien ha kelennerien a vez aozet. Deuet e oa Catherine McKenna da v/Brest e penn-kentañ miz C'hwevrer evit kreñvaat c'hoazh al liammoù-se.