VIDEO. Artizaned o stankañ hentoù ha konterien war hent Kan ar bobl. Votre édition An Taol Lagad du 6 février

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn30s
Votre édition An Taol Lagad du 6 février 2023. ©FTV

Des artisans du BTP se sont mobilisés lundi 6 février à Brest et Quimper pour dénoncer la hausse des coûts, tant de l'énergie que des matériaux. Quand au Kan ar bobl, le concours dédié à la culture populaire bretonne, les sélections ont commencé pour l'édition des 50 ans. Stourm artizaned ar sevel-tiez hag hentoù, krogadoù rampo evit Brest hag an Oriant e Lig 1 ha konterien prest da lidañ 50 vloaz Kan ar Bobl, e Pondi e miz Ebrel : setu An Taol Lagad.

Kalzig tud o deus ranket gortoz en o c'harr dilun vintin en-dro da g/Kemper ha Brest. Meur a groashent-tro a oa bet stanket gant kamionoù artizaned ar sevel-tiez hag al labourioù foran. Klemm a reont a-enep da gresk ar prizioù : re an tir-eoul a lakont en o mekanikoù met ivez priz an dafar evit ar chanterioù. Lostennadoù kirri paouezet war an hent bras a zo bet gwelet a-hed ar mintinvezh, kostez Plougastell-Daoulaz da skouer.

Krogadoù rampo Brest hag an Oriant e Lig 1 ar vell-droad a gonter ivez er c'heleier e brezhoneg.

50 vloaz eo Kan ar Bobl

D'ar 15 ha 16 a viz Ebrel e vo lidet e Pondi 50vet deiz-ha-bloaz Kan ar bobl, gouel-meur ar sevenadur hengounel e Breizh. Kroget eo an tolpadoù-bro evit ar ganerien, ar sonerien hag evel-just ar gonterien. E Kemperle e oa bet aozet e fin miz Genver un abardaevezh digor d'an holl ha plijadur a oa bet, kement gant ar vugale hag ar re goshañ.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité