Des blocages sur les routes aux maraîchers qui attendent des aides après la tempête Ciaran, les revendications des agriculteurs sont très variées en ce début d'année. War an hentoù-tizh pe dirak ti-kêr Plougastel : liesstumm eo stourmoù ar beizanted e penn-kentañ ar bloaz-mañ. Hag e Plougastell ez eus ur sal nevez flamm evit ruilhañ buan ha lammat uhel.
Stanket e vo meur a hent, adarre, ar sizhun-mañ, gant labourerien-douar ar sindikadoù FDSEA ha JA (labourerien-douar yaouank. N'int ket bet kendrec'het gant kinnigoù ar c'hentañ ministr Gabriel Attal digwener.
DA LENN. Colère des agriculteurs. Blocages, routes coupées, le trafic en temps réel de ce lundi 29 janvier
Disadorn eo ur sindikad-all, Kengevread ar beizanted (Confédération paysanne), a vanifeste e Plougastell (29) evit goulenn digant ar gouarnamant ma vefe paeet diouzhtu ar yalc'hadoù prometet gant Emmanuel Macron d'ar broduerien legumaj, biologel dreist-holl, gwall skoet gant ar gorventenn Ciaran.
Ur park dispar evit mont war blankenn-ruilh
Plougastel a oa ivez en dibenn-sizhun mañ paradoz ar re yaouank sot gant ar skateboard. Ur genstrivadeg etre-rannvroel evit ar rummadoù dindan 14 ha dindan 17 vloaz a oa bet dalc'het e-pad tri devezh er sal nevez digoret en diskar-amzer. Ur skatepark 1800m² hag a vefe unan eus ar re vodernañ er Frañs ha zoken e Europa.