Avant de faire la connaissance de la chanteuse Marine Lavigne, il est question de la mobilisation des policiers qui demandent des compensations pour leur mobilisation exceptionnelle lors de Jeux olympiques l'été prochain. Ne fell ket d'ar boliserien labourat start evit ar c'hoarioù olimpek hep bezañ digollet. Setu keleier fresk an Taol Lagad a-raok ober anaoudegezh gant ar ganerez Marine Lavigne.
"Seim" eo anv raktres nevez ar ganerez Marine Lavigne, asambles gant Antonin Volson ha Jonathan Dour. Kenderc'hel a ra gant he hent, kroget ez yaouank e festoù-deiz Douarnenez ha kendalc'het er skolaj a-drugarez da guzulioù Louise Ebrel. Er strolladoù "An Teir", hag "Eben" eo bet gwelet ha klevet war leurennoù brasañ festoù-noz Breizh da c'houde. Daou vloaz 'zo e oa kresket trumm brud an arzourez p'he doa kemeret perzh e gourfenn kenstrivadeg an Eurovision, e Torino, gant he mignonezed eus ar strollad Ahez hag ar soner elektro Alvan. Hiziv e kendalc'h da skrivañ kanaouennoù a-vremañ, awenet tre gant an hengoun hag ar c'han-ha-diskan.
Surentez ar c'hoarioù olimpek ha tevinier Fouenant
Berr-ha-berr e komzer ivez en Taol Lagad eus manifestadegoù ar boliserien da c'houlenn bezañ digollet evit o labour ouzhpenn e-pad ar c'hoarioù olimpek. Dre vras e lavaront n'eo ket reizh ne vefe ket sklaeroc'h aozadur o servijoù c'hwec'h miz a-raok an darvoud.
Ha mont a reer ivez war an tevenn, e Fouenant, lec'h ma ra Ofis broadel ar c'hoadoù war dro ar c'hantadoù a wez bet torret gant ar gorventenn Ciaran e penn-kentañ miz Du warlene.