Le mensuel d'actualités Le Peuple Breton fête cette année ses 60 ans. Le magazine suit toujours la même ligne éditoriale depuis son lancement. 60 vloaz eo kelaouenn Pobl Vreizh. Memes linenn stur zo ganti dibaoue m'eo bet krouet e Roazhon.
Klevet eo bet komz eus seiz-kant-ugenvet niverenn Pobl vreizh : ur paotr bihan hiron, leun a fent o tougen arouezhioù Breizh. Lidañ 60 vloaz a labour politikel eo pal an niverenn. Gant peder fajenn pa oa kroget eo tremenet da 36 bremañ. Chomet eo tost eus soñjoù ar penn kentañ. 100 den a skriv en un doare boutin evit kenderc'hel istor ar gazetenn ekologour hag a gleiz. Gael Briand zo penn-redaktour dibaoue 2010, dilennet e anv an UDB eo evit ar rannvro ha ti-kêr An Oriant. Gwerzhet eo bet holl skouerioù an niverenn ziwezhañ : 2500 kelaouenn a zo bet tennet ar miz-mañ. 5000 a veze dispartiet er bloavezhioù 1990. Adembannet e vo niverenn an deiz-ha-bloaz kement a berzh zo bet graet ganti.
Echu gant toun an trovanoù ?
Ne fell da zen gwelet ekonomiezh ar beskerezh mont da fall e Bro Konk-Kerne. Dec'h o deus dilennidi an tolpad kêrioù diskleriet pegen a-bouez eo sikour armamant Via Océan da chom en e sav. Ar sizhun pasaet eo bet kelaouet ar gopridi vez raktreset serriñ ar stal. 58 post labour a zo en arvar. Peskerezh toun an trovanoù zo kommañset 70 vloaz 'zo e Bro Konk. 'Vit ma chomo bev er bloavezhioù o tont e fell d'an dilennidi skrivañ d'ar c'hentañ minsitr, Gabriel Attal, da c'houlen e sikour. A-benn diriaou a zeu e kendalc'ho ar c'hendivizoù, a-raok ur poellgor sokial hag ekonomikel etre renerezh Via Océan hag ar sindikadoù digwener.