Hier, Emmanuel Macron a listé les mesures à mettre en œuvre ces prochaines années, en France, pour parvenir à réduire de moitié les émissions de gaz à effet de serre, à l'horizon 2030. Dec’h eo bet embannet a bep seurt diarbennoù gant ar prezidant Macron evit rannañ dre zaou an dilaoskadennoù gas efed ti-gwer ‘benn ar bloaz 2030. En o zouez e vo roet sikourioù da zifuiñ al lojeiz.
Kuzulioù ha sikourioù da arc’hantaouiñ an nevezadur energetek vez roet dija gant ar strollegezhioù tiriadel, evel e Bro Vrest, gant an ajañs publik Ener’gence. Gant an diskar-amzer o tostaat e pellgomz ur bern tud c'hoant ganto kaout titouroù 'benn ober labourioù war o zi. Ar pal eo espern energiezh hag arc'hant ivez war un dro eveljust.
Ur program espern energiezh e Bro Vrest
Setu pal Tinergie just awalc'h. Ar program-mañ a vez kinniget da dud 7 kumuniezh kumunioù Bro Vrest. Aliañ ar berc'henned d'ober ar gwellañ labourioù zo d'ober war o zi, a-benn espern ar muiañ, setu kefridi an 40 kuzulier. Un ajañs servij publik eo Energence, neuze e c'heller kaout fiziañs e kuzulierien Tinergie, pa zo kement a vruderezh touellus tro dro deomp e mod all.