Voile et escalade sont au menu de l'édition en breton avec la tournée en voilier de Yann et Emilie Tiersen dans les pays celtiques et une salle où on grimpe en centre-ville de Rennes. Bageal evit kinnig sonadegoù ha krapat e kreiz kêr a vez graet hiziv en Taol Lagad.
Espern dour-tan ha bezañ tostoc'h diouzh an dud : setu youl Yann Tiersen hag Emilie Quinquis evit aozañ un droiad e-bourzh ur vag-dre-lien, Ninnog he anv. Loc'hit int eus o enez, Eusa, evit merdeiñ war zu Iwerzhon gant o mab ha daou vartolod a-vicher. E Dulenn emaint evit ur sonadeg d'ar sadorn 24 a viz Even a-raok mont war zu bro Skos, an inizi Faero ha distreiñ da Vreizh dre vro Gembre. Abegoù ekologel a zo gant an dibab-se met ivez ar c'hoant da gaout darempredoù simploc'h gant an dud er porzhioù e lec'h ma erru ar vag.
Krapat e kêr
Pignat a ra brud ar c'hrapat. Er maez pe e barzh ez eus muioc'h-muiañ a dud o kregiñ gant ar sport-se hag a c'houlenn bezañ ouesk, kreñv en e gigennoù hag en e benn ha sioul. E Roazhon e oa bet digoret The Roof en Ostel-Doue e 2019, sañset evit ur prantad termenet met ar sal a ra kement a verzh ma gendalc'ho an avantur.