Gant Herri Gourmelen eo aet unan eus mouezhioù kreñv Breizh

Aet eo Herri Gourmelen da anaon d’ar 5 a viz Du e Sant-Maloù. Unan eus krouerien Unvaniezh Demokratel Breizh e oa bet a-raok bezañ dilennet er C’huzul Rannvro etre 2010 ha 2015. Mouezhioù niverus a sav hiziv da zougen bri dezhañ.
 

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité
"Glac’haret on rak un den meur e oa Herri evit an holl rannvroelourien omp-ni", eme Paul Molac, kannad ar Morbihan, goude ma vefe aet Herri Gourmelen, 77 vloaz, da anaon.
 
Ganet e oa Herri Gourmelen e Argol, e ledenez Kraozon e Penn-ar-Bed, e 1943 ha dalc’het en doa ennañ brezhoneg ar vro. Aet e oa da gelenner war an alamaneg ha bevañ a rae e Sant-Maloù (Il-ha-Gwilen), lec’h ma oa bet kuzulier-kêr.

Adalek 2010 eo bet kuzulier rannvro, er strollad UDB. E gamaladed, bet kuzulierien rannvro asambles gantañ, a zoug bri dezhañ war ar rouedadoù sokial.  
"Ur stourmer dibleg eo bet, eme Lena Louarn, besprezidantez Rannvro Breizh. Un den plijus ha doujus e oa met gouzout a rae difenn e vennozhioù, forzh piv a vefe bet e-tal dezhañ. Morse n’en deus dilezet ar mennozhioù o doa kaset anezhañ da grouiñ an UDB pa oa 16 pe 17 vloaz : emrenerezh evit Breizh. Un den desket, lemm e spered e oa, hag arguzennoù kreñv a veze gantañ."

En abadenn-mañ, enrollet evit Bali Breizh e 2013, e konte Herri Gourmelen penaos e oa bet krouet an UDB gantañ hag ur strolladig tud-all.

 

"Doujañs en doa Herri ouzh mennozhioù ar re all, zoken e enebourien bolitikel, hervez Paul Molac. Alies e kave an hent evit ober un tamm hent gant strolladoù-all, evit tizhout ur pal resis. E bal pennañ a zo bet atav : gounit muioc’h a zasparzh er galloudoù etre ar c’hreiz hag ar rannvroioù. Mennozhioù justis sokial kreñv a oa gantañ hag hervezañ e oa liammet an traoù : ret e oa digreizennañ ar galloud rak servijout a rafe an dud hag an tiriadoù gwanañ ivez."

Mouezh don ar c'haner


Difenner ar brezhoneg e oa ivez. "Bep tro en deus pouezhet evit donaat ar politikerezh yezh", he deus soñj Lena Louarn. E-pad pell en deus Herri Gourmelen roet kentelioù brezhoneg e bro Sant-Maloù, ar yezh en doa desket a-vihanik.

"Don e oa e vouezh pa gomze, ha pa gane e oa gwiroc’h c’hoazh, eme Paul Molac. Ur c’haner a-feson e oa".
E 2015, pa oa bet dilennet Loïg Chesnais-Girard da brezidant ar Rannvro en doa Herri Gourmelen lañset Bro Gozh ma Zadoù, kan broadel Breizh, e hantergelc’h ar Rannvro. Aet e oa an dilennidi-all d’e heul, evel ma weler war ar filmig da heul, tapet war ar prim.


 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information