Ha dalc’het e vo ar c’hampoù hañv evit ar vugale ? An aozerien war varteze

Tamm-ha-tamm e vez digenfinet ar vro met n’eo ket aotreet pep tra c’hoazh, pell alese. Emañ an oaozerien kampoù vakañsoù evit ar vugale o c’hortoz titouroù a-berzh ar Stad. Ezhomm o deus da c’houzout peseurt protokol yec’hedel a vo da zoujañ outañ.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

"N’eo ket splann tamm ebet an traoù evit poent" eme Maëlle Ausias eus an Ubapar. "Evit poent e kendalc’homp da gemer an enskrivadurioù hep gouzout ha dalc’het e vo ar c’hampoù met ne vo ket enkefiet ar chekennoù a-raok devezh kentañ ar c’hamp." Ur rouedad a gevredigezhioù a vez strollet gant an Ubapar. Ganto e vez aozet ar c’hampoù evit ar vugale.

Lod anezho a zo bet nullet dija : re ziaes e vije bet kas anezho da benn, forzh peseurt reolennoù a vefe embannet. Da skouer, ur c’hamp e Bro Euskadi gant krennarded, kampoù er roulotennoù, kampoù seurf e Kloar-Karnoed...

Memes protokol hag er skol ?


Memes mod, ne vo ket eus an div sizhunvezh war varc’h-houarn e bro Montroulez kinniget gant KLT. Ar pal a oa foetañ bro a-hed an hentoù-houarn kozh, 30 kilometrad bemdez, ha kousket dindan an deltenn e-pad an noz. War ar roll e vije bet sport, gweladennoù, beilhadegoù hag all evit ar vugale. Istimet he deus ar gevredigezh e vije bet "diaes-kenañ lakaat e pleustr ar protokol yec'hed goulennet" evel ma skriv war he lec’hienn internet.

"Furoc’h e oa nullañ" a zispleg Christian Le Mener eus KLT. "Evit meur a abeg. Da gentañ, n’eo ket sur e vo aotreet degemer bugale e stajoù. Evit poent n’eus mann ebet sklaer. Da c’houde ? Peseurt protokol a vo ? Memes hini hag er skol ? Ne fell ket deomp ober-se. Ne vije ket vakañsoù evit ar vugale ha diaes kenañ evit an animatourien."

Ouzphenn-se n’eus ket bet a vruderezh evit ar stajoù. Ar bloaz-mañ, n’eo ket bet dasparzhet levrig stajoù an Ubapar er skolioù a-raok vakañsoù Pask abalamour d’ar c’henfinañ. "War ar memes kampoù marc’h-houarn hon doa bet 18 bugel warlene. Ne oa nemet unan ragenskrivet ar bloaz-mañ" eme Christian Le Mener.

Azasaat ar c’hampoù


Klask a ra an Ubapar azasaat ar c’hampoù all en ur zoujañ d’ar jestroù herzel, hep ma vefe stok-ouzh-stok ar vugale. "Sañset e ouezimp hiroc’h a-benn an 2 a viz Even" a lâr Maëlle Ausias. Marteze e vo resisadurioù e prezegenn ar c’hentañ ministr dizioù. Munudoù eil prantad digenfinañ a vo roet gant Edouard Philippe. Ur bern goulennoù a zo gant bed ar buheziñ.

"Peseurt kondisionoù a vo gant ar gouarnamant, peseurt kampoù a vo kadarnaet ? Ha posupl e vo lakaat daou vugel da gousket er memes kambr ? Ha penaos e vo frealzet ur bugel o leñvañ ? Emaomp o c’hortoz da welet peseurt protokol a vo savet."

Spi zo gant Maëlle Ausias e vo lemet an harz da vont pelloc’h evit kant kilometrad eus an ti evit ar vugale a gemero perzh er stajoù e brezhoneg. "Mod all, ne c’hello ar re a zo o chom e Liger-Atlantel mont nemet d’ar c’hampoù aozet en Henbont pe e Roazhon". C’hwitet e vefe ganto ar stajoù dalc’het e Penn-ar-Bed pe en Aodoù-an-Arvor.

Bep bloaz e vez degemeret daou vil bugel en ur c’hant bennak a stajoù gant rouedad an Ubapar. Betek bremañ he deus bet Maëlle darempredoù frouezhus gant ar gerent he deus gwelet. "Inti hag o bugale a zo mennet-tre". Met ar re all ? "Fiziañs o do en animatourien ? Ha ma teufe ar c’horonavirus ? Ha ma vefe kerent o tougen klemm ma vefe paket o bugel gant ar c’h/Covid-19 ?" Ur gevredigezh taget ne vefe ket gouest da zizeriñ an darvoud-se hervezi.

"Ar gwir da vont d’an natur"


Hep lakaat den ebet en dañjer, emañ an aozerien kampoù hag an Ubapar o labourat evit gellout kinnig dudi d’ar vugale. Stourm a reont gant aozadurioù all evit "ar gwir da vont d’an natur". Soñjal a ra Maëlle Ausias er vugale o chom e kêrioù bras, "en HLM dreist-holl. A bouez eo ober traoù sokial ganto, a-stroll, en diavaez eus o zi. Lod n’o deus ket c’hoariet gant bugale all e-pad tri miz !" Hag al lodenn vrasañ diouto n’o deus ket gellet komz brezhoneg da vare ar c’henfinañ. Un digarez bras e vez ur c’hamp evit eskemm gant bugale all e yezh ar vro.

Hag a vo eus ar c’hampoù e brezhoneg pe gallaoueg oc’h dedennet ganto ? Sed aze al listennad
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information