Ar strollad Alvan hag Ahez a zo e gourfenn an Eurovision e anv ar Frañs gant ar ganaouenn "Fulenn", e brezhoneg penn-da-benn. Al lid meur a zo e Torino ha sellet e vo gant tost 200 milion a dud er bed a-bezh.
Tregerniñ a raio hor yezh dre ar bed a-bezh fenoz, ar sadorn 14 a viz Mae gant ar strollad Alvan hag Ahez hag o c'hanaouenn "Fulenn". Ganet eo an ton-se en hañv tremenet, kejadenn sonerezh rok-elektro Alvan ha mouezhioù Ahez, un triad kanerezed e brezhoneg ennañ Marine Lavigne, Sterenn Le Guillou ha Sterenn Diridollou.
Evit bezañ soubet an nozvezh pad e brezhoneg e vo kinniget deoc'h an nozvezh e yezh ar vro gant Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves, skoazellet gant Thelo Mell ha Mael Gwenneg.
Trec'h e oa bet ar strollad e miz Meurzh tremenet en abadenn "Eurovision France 2022 : c'est vous qui décidez". Dibaoe eo cheñchet o buhez pemdeziek etre ar pleustradegoù, an atersadennoù hag ar sonadegoù e Europa a-bezh da brientiñ an darvoud meur.
Degouezhet int e penn-kentañ miz Mae e Torino e Italia lec'h eo aozet 66vet lid an Eurovision. Alvan hag Ahez a dremen bemdez eus ur bleustradeg d'un atersadenn hag an emgavioù gant ar faned deus eus a-bell.
Tu vo deoc'h heuliañ ivez ar gourfenn dirak ur skramm-bras er Parquet de Bal e Roazhon. Skignet e vo ivez e Gwened hag e Sant-Ervlan e-kichen Naoned.
Ar ganaouenn ziwezhañ e brezhoneg a oa bet kanet gant Dan ar Braz e 1996, n'en doa ket graet berzh "Diwanit Bugale" siwazh evit abegoù liesseur.
Tan de'i gant Alvan hag Ahez !