Skoazell etre rummadoù oad evit un eost mod-kozh e Plabenneg

Peizantez ha baraerez eo Bleuenn Thepaut e Plabenneg, e bro Leon. N’he doa ket kavet embregerezh ebet da eostiñ he farkadig gwinizh, e-kreiz miz Gwengolo. Neuze he deus goulennet un taol sikour digant tud he c’horn-bro : an holl anezho o doa bet gwelet o zud oc’h eostañ pa oant bihan.

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Gwinizh Santez-Anna zo ur ouenn gozh eus bro Redon, bet miret a-drugarez d’un nebeut peizanted. Hiroc’h e vez da zareviñ eget gwinizhoù all. "Ouzhpenn-se em eus hadet diwezhat abalamour d’ar c’henfinañ." Setu penaos eo en em gavet Bleuenn, peizantez biologel e Plabenneg, hep diskoulm ebet evit eostiñ he farkad, e-kreiz miz Gwengolo.

"Deuet eo din ar meno da c’houlenn sikour digant tud a ouie eostiñ evel gwechall." E Plouvien, just e-kichen, he deus kavet ur vandennad gwazed o doa bet gwelet o zud hag o zud-kozh oc’h ober an eost gwechall. Asantet o deus da zont da reiñ an dorn d’ar beizantez yaouank.

Teknikoù ha gerioù

E-kerz an abardaevezh e eskemmer teknikoù… ha geriaoueg an eost. "Tro ar park, war vord ar c’hleuzioù, a vo graet gant ar falc’h. Ar peurrest 'vo graet gant an traktor hag ar falc’herezh, eme Hervé le Roux, unan eus an dud deuet da sikour. Ar pep pouezusañ evit falc’hañ a zo kaout ul laonenn lemm-tre."

Bleuenn le Borgne he deus heuliet ar gentel evidoc’h. 


Ar gwinizh, ur wech falc’het, a vez strollet ha staget da ober ordennoù. Berniet e vezont da c’houde, evit ma echufent da sec’hiñ, ha sammet e karr-stlej an traktour da c’houde.
 


Ur wech sec’het ar gwinizh e teu mare an dornañ, mod-kozh adarre, gant ur mekanik a veze gwelet war ar maez betek fin ar bloavezhioù 1960.

Sachet gant an trouz

Un nebeut frioù-kurius a zo bet sachet gant an trouz. "Pa oan bihan e vezemp atav o selaou da glevet pelec’h e oa un dornerez en-dro d’ar gêr, ha d'ar c'haloup da welet, a zalc’h soñj Laorañs ar Rouz."
 

Ne vo ket graet bara diouzhtu gant ar gwinizh-se. « Gant an ed dornet hiziv e vo peadra da hadañ un devezh-arat ar bloaz a zeu, eme Bleuenn. N’eo ket fall dija. Ha desket em eus ur bern traoù. Un eskemm brav eo bet. »
 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information