Testeni. Marie, skolaerez, a ra war-dro bugale an dud a yec’hed a stourm ouzh ar c’horonavirus.

Marie a zo skolaerez e Penn-ar-Bed. Mennet eo d’ober war-dro bugale an dud a yec’hed, bec'h warno er mare-mañ gant ar stourm ouzh ar c’horonavirus. Kontañ a ra deomp penaos e tro an traoù er skol er mare-mañ.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Evit darn vrasañ ar vugale n’eus ket skol ken dibaoe ar 17 a viz Meurzh, pa ‘oa bet goulennet gant ar gouarnamant digant an dud chom klozet en o zi. Met lod a gendalc’h da vont d’ar skol memestra. Bugale ar vedisined, ar glañvdiourien hag an dud all a gustum labourat er servijoù yec'hed.

Marie a zo skolaerez e Penn-ar-Bed hag en em ginniget eo evit kenderc’hel da vont d’ar skol hag ober war-dro ar vugale-se. "Pezh a zo da c’houzout eo e oa dav bezañ youlek evit en ober", a lavar ar vaouez yaouank.
 

Pep hini e vurev, pep hini e roll labour


Daou zen gour a zo d’ober war-dro eizh bugel bemdez : ur skolaer hag un implijad eus an ti-kêr. Ne vez digoret nemet div sal er skol. "Rak bep noz e rank imlijad an ti-kêr naetaat ar gorreennoù ha kement tra a zo bet touchet e-pad an devezh", a zispleg deomp Marie.

Ar vugale o deus holl liveoù disheñvel, eus ar skol-vamm betek ar CM2. O skolaerien a gas d’ar familhoù dre bostel, roll al labour a zo d’ober bemdez. Marie a heuilh pep bugel war ar pezh a zo bet goulennet digantañ. "Tremen a ra mat a-walc’h", hervez ar skolaerez.

N’int ket niverus-tre ha lod a zo emren. Adalek ar CE1, dre ma ouezont lenn, ez int gouest da labourat o-unan.

"Pep hini en deus un daol-studi vihan", a gont Marie. Rak dav eo dezho chom pell a-walc’h an eil diouzh egile. Goulennet en deus Ensellerezh an Akademiezh digant ar skolaerien lakaat da zoujañ d’ "an hed sokial " etre ar vugale. Met kement-mañ a zo diaes da lakaat e plas e gwirionez.

Ar skolaerez zoken he deus poan d’en ober, dreist-holl p'o devez ar skolidi ezhomm sikour. "Azezañ a ran en o c’hichen. Kemer a ran o c’hreion ivez a-wechoù". E mod-se he deus merzhet pegen alies e vez lakaet o stilo en o genoù gant ar vugale. "Ha prestiñ a reont o dafar d’ar re all da c’houde !".

War ar porzh-skol eo memestra. "Diaes eo miret outo da chom ur metrad an eil ouzh egile, pa vezont o c’hoari", a gont ar skolaerez. Ar pezh a zo aesoc’h avat eo lakaat anezho da walc’hiñ o daouarn alies. "Komprenet mat o deus perak e oa ret en ober".
 

Maskloù lien ha kotoñs


Dibaoe un nebeut devezhioù e vez ur maskl gant Marie en he labour. Unan kotoñs, gwriet gant kemenerezed ar gumun lec’h m’emañ o labourat. Gwarezet eo un tammig gwelloc’h eget kenlabourerien all, e skolioù all, ha n’o deus maskl ebet ganto.

Ni hon eus maskloù, a gont ar skolaerez, met n’eo ket gant an Deskadurezh Stad int bet roet deomp avat !

Bemnoz e vez lakaet ganti he maskl hag he dilhad da walc'hiñ. En em ziwiskañ a ra en he c’harrdi kerkent hag erruet er gêr. Naetaat a ra ivez an holl draoù a gustum mont ganto etre ar skol hag an ti : alc’hwezioù, pellgomz-hezoug, sac'h, renkell… He seizh gwellañ a ra da viret ouzh ar virus da zont en he zi ha da gontammiñ he zud nes.

Gouzout a ra e c’hell bezañ tizhet gant ar virus pa vez bemdez gant bugale ar re a labour gant an dud klañv. Met derc’hel a ra da vont memestra evit ar vugale : "Klask a reont sentiñ ouzh ar reolennoù. Ne glemmont ket ha kompren a reont perak e rankont dont d’ar skol daoust ma chom o mignoned er gêr".
 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information
en direct

François Alu dévoile son passé à l'Opéra de Paris : "Je me suis rendu compte que je n'étais pas à ma place"

regarder