Le Napoléon Express, un train touristique qui relie Pontivy à Camors, roulera dimanche pour les journées du patrimoine... et la basilique Notre-Dame du Folgoët fête ce week-end ses 600 ans. Ur bourmenadenn en un tren etre Pondi ha Kamorzh pe ur weladenn e penn-iliz ar Folgoad : lakaet e vo ar glad war wel en dibenn-sizhun-mañ.
Serret eo al linenn trenioù etre Pondi hag an Alre abaoe 1949. Met tri bloaz 'zo oa bet lakaet e plas an Napoleon express, un tren evit an douristed, div wech ar sizhun e-pad an hañv. Ur gevredigezh, Kompagnunezh hentoù-houarn Kreiz-Breizh, a ginnig pourmenadennoù 30 kilometrad etre Pondi (Napoléonville gwechall) ha Kamorzh. Gant skipailh an Taol Lagad e vez heuliet unan eus an dud a-youl-vat, Kadvael, evit ul lamm en istor hag er glad. Disul 17 a viz Gwengolo e vo aozet pourmenadennoù diwezhañ ar bloaz evit Devezhioù ar glad.
6 kantved ha 53 metrad
Ur sapre deiz-ha-bloaz a lider er Folgoad, e hanternoz Penn-ar-Bed. 600 vloaz eo penn-iliz an Itron Varia, savet diwar youl an dug Yann IV. Ur bern teñzorioù a zo er savadur mein deuet da vezañ un iliz-abati e 1423 : ur jube kizellet e mein kersanton, gwer-livet eus ar re gaerañ, un tour-iliz 53 metrad uhelder... Darvoudoù e-leizh a vo aozet da lidañ an deiz-ha-bloaz.