Kelenner brezhoneg e oa bet e Skol-Veur Brest. Anavezet eo evit e studiadennoù war rannyezhoù ar brezhoneg. Marvet eo d'ar 6 a viz Mae.
E dezenn doktorelezh en doa skrivet war brezhoneg Plougouskant e 1978, ha 34 bloaz goude e tenne ur geriadur diwarni. E vamm a oa eus Plougouskant ha daoust dezhañ da vezañ bet savet e Dieppe en doa graet e soñj kaozeal brezhoneg d'e dud, a skriv Fañch Broudic en e vlog.
E 2013 e oa en em gavet Ronan Hirrien gant meur ar c’heriadurer brezhoneg evit e gelaouadenn 14’ « Geriadurerien ». Jean Le Dû a oa unan anezho, e-kichen Francis Favereau, Martial Ménard hag Andreo Merser.
War div dachenn enklaskoù eo bet : an douaroniezh yezhel hag ar sokioyezhoniezh.
Renet en doa an enklaskoù war an dachenn da sevel Atlas yezhel nevez Breizh-Izel, bet embannet e 2001. Ur gelaouadenn a oa bet savet gant Chloé Tempereau evit keleier An Taol Lagad d’ar poent-se.
Evit ar sokioyezhoniezh ez eo gant Yves Le Berre en doa embannet studiadennoù ingal azalek 1984 hag e-pad tregont vloaz. Kollokoù etrevroadel o deus kinniget hag embannet o deus o soñjoù er gelaouenn La Bretagne linguistique.
Dedennet e oa ivez gant galleg ar vrezhonegerien : an troioù brezhonek hag ar gerioù a zeu diwar ar brezhoneg e galleg ar vrezhonegerien hep gouzout dezho alies. E mod-se en doa embannet e 2002 al levr « Du café vous aurez ». Gant ar memes spered en doa embannet Herve Lossec e zastumad « Bretonnismes » e 2010, ha bet e oa Mathieu Herry o welet Jean Le Dû d’ar poent-se.
Meur a yezh a gaozee : ar saozneg peogwir eo studioù saozneg en doa graet e Roazhon, an iwerzhoneg desket pa oa bet lenner galleg en Iwerzhon, an alamaneg, ar spagnoleg, an turkeg hag ar c'hreoleg. Ur skouarn danv ha kurius en doa da glevet kan ar yezhoù disheñvel.