Bali Breizh e Naoned / Bali Breizh à Nantes : visite guidée avec le chanteur Gweltaz Adeux

Ouzhpenn daou-ugent vloaz emañ ar c’haner ha soner Gweltaz Adeux o vevañ e Naoned. Gwelet en deus ar gêr vras o cheñch a-hed ar bloavezhioù. Cela fait plus de quarante ans que le chanteur et musicien Gweltaz Adeux vit à Nantes. Il a vu la grande ville évoluer au fil du temps.

Thelo Mell ha triad Gweltaz Adeux
Thelo Mell ha triad Gweltaz Adeux © Bali Breizh

Gweltaz Adeux, brudet-tre evit e berzh er strollad rock breton EV, a ambroug ac’hanomp betek ul lec’h dibar anvet Le 23. Ur sal sinema oa a-raok hag a oa anvet Le Bretagne. « Meur a wech em eus bet tro da zont amañ. Ar wech diwezhañ e oa evit sellet ouzh ur film advouezhiet e brezhoneg Apollo 13  ma ‘m eus soñj mat. Fentus e oa ! » Adnevesaet eo bet al lec’h gant ar gevredigezh Big City Life ha deuet eo da vezañ un davarn hag ur sal arvestoù.

Estreget al lec’h-mañ n’eus cheñchet : « Pa ‘z an da bourmen e-barzh karterioù zo, hag a anavezan abaoe pell-tre, abaoe ar bloavezhioù 60, e welan ur bern chenchamantoù, e-korf c’hwech miz hepken a-wechoù. Ur bern tiez a zo bet distrujet er pemp bloaz tremenet. Bez ez eus kalz muioc’h a dud o vevañ amañ bremañ. N’eo ket ur gudenn met ar c’hirri ya.  Mat e vefe d’an dud implijout marc’hoù-houarn kalz muioc’h eget ma vez graet hiziv an deiz. »

Naoned, un neizh evit strolladoù sonerezh

Pa oa Gweltaz Adeux e penn ar strollad EV er bloavezhioù 90, e oa ur bern re all ivez evel Elmer Food Beat da skouer. Ha kendalc’het zo bet gant al lañs-se diwezhatoc’h ha gwir eo bremañ c’hoazh. Bez e c’hellomp menegiñ tud evel Dominique A, Jeanne Cherhal, Christine and the Queens… Ha kalzig a dud all ha n'int ket ken anavezet. « Gwerzhet e vez kalz a c’hitarioù ha dafar sonerezh e-leizh ivez. Digredus eo. » Penaos e vefe tu displegañ an dra-se ? « Gwir eo e Breizh dre vras. Pa ‘z ez da bourmen, e welez mat ez eus takadoù siouloc’h eget Breizh. Amañ e Breizh e vez plijet an dud gant ar sonerezh, pe vefe hengounel pe rock pe me oar me. »

Ur bern dizoloadennoù all a c’hortoz ac’hanoc’h en abadenn amañ dindan.

 

Bali Breizh e Naoned

Et en français…

Gweltaz Adeux, le célèbre chanteur et musicien du mythique groupe de rock breton EV, nous accompagne jusqu’à un lieu original, Le 23. Ce fut un temps une salle de cinéma qui s’appelait  Le Bretagne. « J’ai souvent eu l’occasion de fréquenter cette salle. La dernière fois, c’était pour voir un film doublé en breton, Apollo 13 je crois. C’était marrant ! » Le lieu a été rénové par l’association Big City Life qui en a fait un bar et une salle de spectacle.

D’autres lieux de la ville ont bien changé : « Quand je me promène dans certains quartiers que je connais depuis les années 60, je constate une grande évolution, en six mois seulement parfois. Ces cinq dernières années, de nombreuses maisons ont été détruites. Il y a beaucoup plus d’habitants. Ce n’est pas un problème, mais les voitures le sont. Si tout le monde utilisait un vélo, ce serait plus simple. »

Nantes : un vivier musical

Quand Gweltaz Adeux a commencé à jouer avec EV, dans les années 90, il y avait de nombreux autres groupes qui occupaient également la scène, comme Elmer Food Beat. Ce mouvement a continué après et est toujours d’actualité. On peut citer Dominique A, Jeanne Cherhal, Christine and the Queens… Et beaucoup d’autres moins connus. « Et on vend beaucoup de guitares et de matériel musical à Nantes. C’est incroyable ! » Mais comment expliquer ce phénomène ? « C’est difficile à dire précisément. C’est vrai partout en Bretagne. Quand tu te promènes ailleurs, tu vois que notre région est beaucoup plus active dans ce domaine que d’autres territoires. Ici, les gens aiment la musique, qu’elle soit traditionnelle, de style rock ou bien d’autres encore. »

D’autres découvertes vous attendent dans l’émission.

Poursuivre votre lecture sur ces sujets
culture bretonne culture culture régionale musique