P’hon eus kinniget an teuliad « Zero lastez » da Anna Lincoln evit bezañ produet gant Kalanna, respontet he deus deomp : « Dedennus-tre eo met, mat vije deoc’h ober ur rann pell eus an ti, evit gwelet ma ‘z oc’h gouest da zerc’hel gant an difi ! ».
O sellet ouzh Perynn, ez on en em lavaret din-me va-unan « Mont da foetañ bro ganti, kudenn ebet ! Met chom diblastik en ur vro estren, ha gouest e vimp ? »
Bezomp onest, piv a adsikl e lastez en un doare direbech e-pad e vakañsoù e penn all ar vro? Sed aze ur gwir gudenn pa sellomp a dostoc’h ouzh ar sifroù. Er mor Kreizdouar da skouer e pign eus 40% ar saotradur e-pad an hañv. Ur pennad hag un teuliad klok a zo bet graet gant WWF evit displegañ muioc’h war an afer-se.
Ya, poent bras eo deomp adsoñjal an doareoù da veajiñ, rak gouzout a reomp holl, pa vezomp war an hent, ne vezomp ket ken aketus ouzh al lastez.
Perak Londrez ?
Evit dibab AL lec’h da vont hon eus kemeret e kont meur a ziviz :
Chom hep tapout ar c’harr-nij. Evidomp eo dibosupl komz eus Zero lastez hag implijout doareoù beajiñ dizoujus eus an endro. Emañ emsavioù nevez oc’h en em grouiñ a-fed ekologiezh, ar « flygskam » da skouer a dalvez e svedeg « kaout mezh da nijal ». Ur video a zo bet graet gant stourmerien ekologour evit displegañ perak o deus paouezet gant ar c’harr-nij.
Mont en ur gêr-benn evit pellaat eus hor boazioù ha gwelet penaos e c’hell en em ziorren ar Zero lastez e kêrioù bras ha peseurt intrudu a vez kemeret ganto.
Kuitaat Bro-C’hall evit reiñ un tamm challenge deomp ha koll hor merkoù. Laouen e oamp o vont gant ur yezh all ha dre ma ‘z eo Perynn sot gant ar saozneg…
Ar pezh hon eus kavet eno…
Ar c’hêrioù bras ivez a c’hell kas diskoulmoù nevez deomp. Kompren gwelloc’h doareoù stourm ar Saozon da-geñver an ekologiezh hon eus bet c’hoant d’ober. Kemeret hon eus perzh en un emvod aozet gant « Extinction Rebellion ». Un emsav sokial ekologel eo, krouet e Bro-Saoz, hag a vez kavet bremañ e pep korn ar bed (e Bro-C’hall, er Stadoù-Unanet, e Afrika ar Su pe Brazil). Gervel a reont d’an « disentidigezh keodedel hep feulster » a-benn lakaat ar gouarnamantoù da cheñch o folitikerezh.
War-lerc’h an emvod-se, en ur zistreiñ d’al leti, un tabut kreñv a zo bet kenetrezomp diwar-benn ar gwir pe get da implijout ar feulster evit cheñch ar gevredigezh (ha n’hon eus ket kavet ar respont c’hoazh…).
En ur furchal e lec’hioù kuzh ar gêr-benn hon eus bet tro da zizoleiñ e oa eus ur bern traoù lakaet e plas gant annezidi Londrez evit talañ ouzh ar plastik. Ur gumuniezh 2000 ezel a aoz darvoudoù reoliek tro-dro d’ar Zero lastez. Bez ‘zo ivez « apps » evit chom hep foraniñ boued, atalieroù evit deskiñ fardañ dremmlivaj ha produoù menaj…
En em rentet omp kont e rankemp pellaat diouzh ar patrom klasel evit beajiñ « Zero lastez ». Gorrekaat al lusk, asantiñ chom hep debriñ boued resis a roe c’hoant deomp er straed (byebye snacks !), chom hep mont d’ar gourmarc’hadoù (hello local market !), prenañ traoù un tamm keroc’h met graet er vro (ha doujus ouzh an endro) ha tremen amzer da zisplegañ d’an dud perak ne c’hellemp ket degemer ar gobeled e plastik. A-drugarez da-se hon eus kejet gant ur bern tud dedennus ha dedennet gant hor raktres. Tabutoù onest hon eus bet war ar plastik gant a-bep seurt tud adalek penn-kentañ ar veaj betek ar fin : kontroller an SNCF, perc’henn ur Zero waste shop, implijad ur « prêt-a-manger »…
Setu amañ 12 kuzul fur evit beajiñ en un doare ekologeloc’h :
Daoust ma c’hell bezañ skuizhus beajiñ Zero lastez, ret eo deomp anzav ez eo bet pinvidik evit hor skiant-prenet hag hor gouiziegezhioù war an tem-se. Just try it !