Etnologour ha rener studioù er CNRS e oa bet Donatien Laurent. Krouet en doa departamant etnologiezh Skol-Veur Breiz Izel e Brest. Bet e oa rener ar CRBC, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek etre 1987 ha 1999. Bet ganet e Belfort e 1935 ez eo marvet en noz ziwezhañ, 24 a viz Meurzh 2020.
Div dachenn enklask en deus bet dreist-holl : al lennegezh de gomz e brezhoneg (istor, mont en-dro an hengoun…) ha soñjoù ar pobloù kozh a gomze ur yezh keltiek war Muzul an Amzer. Gantañ eo bet kresket kalz ar ouiziegezh war an div dachenn-mañ dre an danvezioù en deus kavet, skridoù hag enrolladennoù, ha dre e sell nevez warno.
Al lennegezh dre gomz e brezhoneg
Pa oa bet embannet ar Barzaz Breiz, dastumad kanoù Kervarker (1815-1895), e 1839, ne oa bet nemet meuleudi e-touez al lenneien dre Europa. Koulskoude e oa bet diskuliet evel falser un tregont vloaz goude peogwir e oa un doare nevez da skrivañ an Istor hag istor ar yezhoù. Gant ar c’hoant da gompren penaos e oa bet ganet an oberenn vras-mañ en deus gouestlet Donatien Laurent ul lodenn vat eus e labour enklask da enrollañ kanerien gozh o dije gelet sklêrijennañ anezhañ. E-kichen en deus klasket er skridoù kozh, hag e mod-mañ eo en deus kavet en-dro karnedoù dastum Kervarker, skrivet etre 1833 ha 1892, pa soñje da lod ne oa ket bet diouto biskoazh, rak den ebet n’en doa bet gwelet anezho biskoazh. Studiet en deus an hini kentañ eus ar c’harnedoù-mañ (1835-1840) ha savet diwarnañ e dezenn doktorelezh e 1975.Diwezhatoc’h en deus kavet daou zastumad all a bouez bras ivez, hini Anatole ar Braz (1859-1926), aozer « Mojenn an Ankoù », adkavet e Spagn (lec’h ma vije bet dispariset e 1936), hag hini Yves an Diberder (1887-1959), savet etre 1910 ha 1916 er Morbihan (un 800 a destennoù kanaouennoù, a-wechoù gant ar muzik skrivet, kontadennoù, mojennoù, danevelloù kredennoù, notennoù a bep seurt…).
Donatien Laurent en deus lakaet war wel roll ar c’han brezhonek evel memor ur strollad sosial, hag a zalc’h drezhañ e « Wirionez hag e Justiz ».
Muzul an Amzer
Evel kement antropologour a zo e oa boemet Donatien Laurent gant an doare m’o deus bet klasket ar sevenadurezhioù a bep seurt, azalek o amzer goshañ, en em lec’hiañ war un dro er spas hag en amzer. Kavet en deus ur sistem dibar da vuzuliañ an Amzer e-touez ar pobloù a gomze ur yezh keltiek, kement-mañ en ur studiañ lid ur brosesion relijiel, troveni vras Lokorn, hag a vije bet anezhi a-raok ar gristenelezh.E labourioù o deus bet heklev dre ar bed holl. E geneiled a zalc’h soñj eus un den hegarat hag entanet gant e enklaskoù, gant ur spered digor war an danvezioù studi all ha war ar bed.