Emañ Goulwena an Henaff o paouez seveniñ an teulfilm "Dañsal dindan ar glav". E-pad bloaz he deus filmet testeni fromus Hélène Cloarec, ur vaouez yaouank tapet ganti krign-bev ar vronn. Skignet e vez war France 3 Breizh meur a wech e miz Here. Displegañ a ra deomp he labour evit sevel ar film-se.
Penaos e oa ganet « Dañsal dindan ar glav » ?
N’eo ket me zo aet da glask Hélène evit kontañ din he istor. Hi eo a zo deuet davedon. Da gentañ he deus kaset din ur gerig evit lavaret he doa c’hoant testeniañ e-barzh Bali Breizh, e-pad « Miz Here Roz », diwar-benn krign-bev ar vronn peogwir e oa bet paket gant ar c’hleñved-se. Galvet em eus anezhi, kontet he deus din he istor ha kavout a rae deomp e oa muioc’h eget un atersadenn verr d’ober ganti. Ret e oa kontañ da vat ar stourm he doa kaset da benn, penaos he doa bevet an traoù ha piv eo deuet da vezañ peogwir n’eo ket ar memes maouez hiziv.
Komzet hon eus kalz, evidon da gompren penaos oa tremenet an traoù, e peseurt urzh peogwir ne anavezan ket mat bed an ospital nag ar c’hleñved-se. P’am eus dastumet danvez a-walc’h em eus kroget da urzhiañ an traoù evit kontañ un istor a c’hellfe bezañ komprenet gant an holl.
Asantet m’eus ar raktres-se ha splujet e barzh peogwir e santen Hélène gouest da zougen an istor, gouest da gontañ deomp ur bern traoù. Diouzhtu ez eus bet ur fiziañs bras kentrezomp hag ur gejadenn vrav eo bet.
Penaos ho peus labouret da sevel ar film ?
Graet em eus un tammig evel ma santen an traoù, tapet skiant-prenet gant sevenourien ‘zo ha kroget em eus da skrivañ an istor war dammoù post-it bihan evit sevel un dra bennak kempouez gant an dra-se. Ha tamm-ha-tamm, gant ar pezh a gonte din Hélène ha gant ar pezh a veze filmet em eus savet an istor hag ar film.
Ur sapre avañtur eo bet ha disheñvel tre eus al labour a ran da gustum, kinnig abadennoù skinwel.
Fromus eo bet al labour-se evidoc’h ?
Heuliet hon eus anezhi e-pad bloaz ha gwir eo e oan me fromet kenañ ivez war atersadennoù ‘zo. Ar plac’h-se a zo ma oad, he deus ur gwaz ha bugale eveldon hag evel-just ez eus un efed melezour aze, pa weler splann e c’hell c’hoarvezout da neus forzh pehini.
Ur vaouez diwar eizh a vevo ar c’hleñved-se. Ar sifr-se a zo spontus !
N’eo ket bet aes kennebeut evit Hélène moarvat ?
Kontañ a ra traoù diwar-benn ar c’hleñved, diwar benn ar youl he deus bet, ar familh, ar c’houblad, ar vugale ar vignoned. Ha gwir eo he deus gerioù simpl met kontañ a ra traoù don kenañ, traoù fromus. Ha dre m’he deus labouret un tammig e-barzh bed ar c’hleweled pell zo e ouie ivez petra dalveze sevel ur film hag an dra-se ‘n eus sikouret ac’hanomp ivez.
Evit kizidikaat an dud peus savet ar film-se ?
Ar film-se a zo evel-just evit ar maouezed a zo bet klañv met ivez evit an holl re a anavez ar maouezed-se. E-barzh ar film e lavar e ra aon ar c’hleñved d’an dud. Tud a zo pellaet diouti peogwir e oa klañv. Emichañs e kompreno an dud eo arabat pellaat eus ar re glañv, sikour anezho, ret eo bezañ aze. A-wechoù eo just kas ur gerig war ar pellgomz a c’hell ober vat dezho. N’eo ket kalz tra evit ar re zo yac’h met evit ar re glañv eo kalz.
D’am soñj e c’hell pep hini kavout un dra bennak e-barzh ar film-se, a fromo anezhañ pe a gompreno gwelloc’h.
Un ostilh mat eo ar film evit « Miz Here roz » ?
Anat eo. E miz Here e vez lakaet war wel krign-bev ar vronn evit kizidikaat an dud ha diskouez dezho eo ret stourm holl asambles a-enep d'ar c'hleñved-se. Atalieroù, redadegoù, darvoudoù a-bep-seurt a vez aozet a-hed ar miz. Kinnig a ran ar film meur a wech ivez e-pad ar mizvezh mañ ivez. Gwir eo on bet kizidikaet kalz abaoe bloaz a-drugarez da Hélène d'ar pezh a c'hell c'hoarvezout, eus an eil devezh d'egile. Cheñchet he deus buhez. P'he deus gouezet e oa klañv he deus ranket chom a-sav da labourat, splujañ e-barzh bed an ospital ha gwir eo em eus komprenet ur bern traoù a-drugarez dezhi ha d'ar film. Hag emichañs e raio ar memestra d'ur bern tud-all a welo ar film.