Digenfinañ : ar maskl a vo ret e busoù Brest

Ur steuñv a zo bet kinniget ar mintin-mañ gant Brest Meurgêr hag ar rouedad Bibus evit fin ar c’henfinañ adalek an 11 a viz Mae. Boazioù nevez a vo ret heuliañ gant an dreizhidi. Kemer ar bus ya, met ket an holl asambles hag hep disoñjal e vaskl.

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Niverusoc’h e vo ar busoù adalek ar sizhun a zeu e Brest. Betek-henn ez aent en-dro evel ma raent d'ar sul a-raok ar c'henfinañ. Da lâret eo, ur bus bep eur. "70 % anezho a vo er straedoù dilun. Gwelet e vint etre 5 eur mintin ha 10 eur noz" eme Yann-Fañch Kerneis, kuzulier-kumuniezh e Brest Meurgêr.

Ledanet e vo ar c’hinnig neuze met ne vo posupl treuzdougen nemet 30 % eus barregezh ar busoù : ret e vo doujañ d’ar reolennoù divizet gant ar Stad evit ma ne vije ket re stank an dud. Evel e lec’hioù all, e vo ret kaout ur metrad etre daou zen er busoù. Berzet e vo un azezenn diwar ziv.
 

Cheñchamant boazioù

Ne vo ket gwerzhet tikidi gant ar vleinerien. Ret e vo bezañ komanantet pe prenañ e diked en a-arok da skouer er stal Bibus. Met n’eo ket tout : betek-henn e pigne an dud dre an nor a-raok. Ne vo ket aotreet ken e busoù Brest.

Dav e vo d’an dreizhidi mont e bourzh dre dor ar c’hreiz pe hini ar foñs. Chom hep ober gant an nor a-raok a zo bet divizet evit gwareziñ ar bleiner.
Yann-Fañch Kerneis


Dileizhennoù hidroalkoolek a vo hegerz. Pep hini a ranko bezañ masklet, er bus kement hag en ehan hag en arsavlec’hioù tramway ha fungarr. N'eo ket bet prientet pet tra c'hoazh dre ar munudoù a zispleg Yann-Fañch Kerneis. "Ne ouezomp ket c’hoazh penaos ha gant piv e vo kontrollet. Gant implijidi Bibus ? Gant ar polis ? N’eo ket bet divizet evit poent. Hanterourien a vo galvet da zont er busoù evit displegañ d’an dud penaos ober, kenkaz. Met spi am eus e vo doujus an dud diouzh ar reolennoù surentez."

Bibus a raio e lod : ingal e vo digontammet ar busoù hag an tramgirri gant un danvez kimiek gouest da lazhañ ar virusoù. Etre pemp ha dek munutenn a vo ezhomm evit en ober, karbed serret.
 

Pellabour pe marc’h-houarn



A-raok an enkadenn e veze treuzdouget 80 000 den bemdez gant ar rouedad Bibus. Ne vo ket posupl ober kement adalek an 11 a viz Mae. "Mat e vefe kenderc’hel gant ar pellabour pa vez posupl. Gwelet a reomp ivez gant implijerien brasañ tiriad Brest Meurgêr ha gallout a c’hellont kinnig da lod eus o gopridi cheñch o eurvezhioù labour." Ar pal eo ingalañ an tremenerezh evit ma ne vefe ket re a dud er memes koulz o klask kemer ar bus pe mont e kreiz-kêr gant o oto.

Un digarez brav e c’hell bezañ an digenfinañ evit ober sport en ur vont da labourat : kemerit ho belo ! Setu galv dilennidi Brest. Asambles gant Bibus e kinnig ar veurgêr feurmiñ ur marc’h-houarn evit 10 euro ar miz. Hentoù ispisial a vo krouet ouzhpenn kostez bali Montaigne pe bali Léon Blum da skouer. Peadra da varc’houarnañ dizañjer !
 

Transportoù rannvroel



E kêrioù Breizh e vo kemeret diarbennoù damheñvel. Cheñchamantoù a vo ivez er c’hirri-boutin meret gant rannvro Breizh. C’hoant zo gant ar strollegezh e vefe posupl kas ar vugale en-dro d’ar skol, evel ma oa a-raok ar c’henfinañ. Diaes e vo hervez Gérard Lahellec, eil prezidant ar Rannvro e karg eus an transportoù. "Setu ar pal met n’on ket sur e vimp gouest da dizhout anezhañ. Ne c’hellimp ket doubliñ an niver a girri-tamm nag hini a vleinerien." Ha ret e vo d’ar vugale lakaat ur maskl ? Ha piv a baeo ? Ne ouezer ket c’hoazh. Divizoù zo gortozet gant ar prefetioù a-benn dilun.

Adkroget e vo tamm-ha-tamm ivez gant ar mont-dont etre ar c’hêrioù eme Gérard Lahellec. Met ne vint ket en o reizh en-dro a-raok miz Even. Atav abalamour d’ar pellder ret etre an dud. E-karg eus an TER eo ar Rannvro ivez. 40% eus an trenioù-se a vo gouest da vont en-dro adalek an 11 a viz Mae.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information