L'édition en langue bretonne tourne autour du chiffre 30 aujourd'hui. Les associations Produit en Bretagne et Sked, la maison de la culture bretonne à Brest, fêtent leur 30ème anniversaire le même jour. En Taol Lagad e vez lidet hiziv tregontvet deiz-ha-bloaz div gevredigezh : Produet e Breizh, ar rouedad anavezet mat gant ar brenerien, ha Sked, bodad kevredigezhioù bro v/Brest.
E 1993 e oa bet krouet ar gevredigezh "Produet e Breizh", e Brest. Abaoe eo deuet tamm-ha-tamm da vezañ un nerzh a sach ekonomiezh ar vro. Kazi 500 ezel a zo enni, dreist-holl e filierenn ar boued. Un ugent ezel nevez bennak a vez degemeret bep bloaz. Evit se e sell ar bodad dibab ma 'z eus ur gwir youl gant an danvez-ezel da zifenn Breizh ha da gemer perzh er rouedad. Ur merk kreñv eo produet e Breizh, gant ul logo nevez. Hervez un enklask e vefe anavezet gant 98% eus ar vretoned. Lidet e vez an deiz-ha-bloaz-se e Sant-Maloù, e-kerz un emvod-meur.
Fest-noz evit 30 vloaz Sked
Sked a vod abaoe keit-all ar c'hevredigezhioù a gas war raok sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e brov/Brest. Kentelioù d'ar vugale ha d'an dud deuet a vez roet gant ar gopridi hag aozet e vez darvoudoù liesseurt gant ar skipailh. Ur fest-noz a vo e Vauban Brest evit lidañ an deiz-ha-bloaz.