La coupe du monde de rugby a suscité des vocations chez les jeunes bretons. Reportage dans le Finistère, au Relecq-Kerhuon. Muioc'h-mui a re yaouank o deus lakaet o anv bloaz-mañ da zeskiñ rugbi. Reportaj er Releg-Kerhuon.
Aodi miz gwengolo eo bet kaset Bro-C'hall a-bezh get meskadeg ar rugbi. Daoust ma 'z eo bet kollet get ar re c'hlas eo bet a-bouez efed kib ar bed aveit ar lisansoù. Er Releg, ur c'hlub krouet e 2014, e vez sentet ar wagenn. Gant kazi 300 a dud eo deuet da vout an teirved klub 'ba Penn-ar-Bed. Ar c'hresk a zo brasoc'h c'hoazh aveit ar re yaouank. 10 000 c'hoariour a red ar-lec'h ar volotenn ovalek e Breizh. Ar rannvro en em zispak muioc'h eget ar-re all. Ar sport a blij d'ar re vras ha d'ar re vunud. Aveit degemer bugale nevez eo bet stummet 350 gourdronnour get lig Breizh. Lakaet eo bet ar gaoz àr an doujans eveljust. Get disoc'hoù skipailh Gwened e ya da gendalc'h da vev fulenn ar rugbi amañ. Peadra aveit treuzformiñ an esae ha cheñch Breizh en un douar a rugbi.
Keloù-berr
Ne vo ket gwilioudet e Gwengamp pad 6 miz ouzhpenn. Setu diviz nevez ajañs rannvroel ar yec'hed. Betek fin miz ebrel e chomo serret an ti-gwilioudiñ abalamour d'un diouer a amiegezed ha ginekologourien. Pezh a dalv ne vo ganet babig ebet pad bloaz e Gwengamp, pa oa ganet 458 anezho bloaz pasaet.