La semaine de la presse à l'école, du 18 au 22 mars, permet de sensibiliser les élèves aux médias et à la circulation de l'information. Au lycée Diwan de Carhaix, un groupe d'élèves motivés s'essaie déjà au journalisme depuis la rentrée. E Karaez, liseidi 'zo n'o deus ket gortozet Sizhunvezh ar mediaoù er skol evit sevel ur gelaouenn a vez embannet ur wech ar miz e diabarzh Lise Diwan.
A-bouez eo displegañ mont-en-dro ar mediaoù d'ar vugale ha d'ar grennarded, en ur bed lec'h ma lenner nebeutoc'h-nebeutañ ar c'hazetennoù ha gant rouedadoù sokial lec'h ma vez diaesoc'h-diaesañ gouzout peseurt keloù a zo gwir pe gaou.
E Karaez, un dek bennak a liseidi n'o deus ket gortozet sizhunvezh ar mediaoù er skol evit deskiñ al labour kazetenniñ hag embann, ur wech ar miz, ur gelaouenn evit o c'heneiled : Kadek.
Ur c'hamion-leurenn evit Kenleur
Klask a ra Kenleur, kengevredad an dañserien, arc'hant evit prenañ ha kempenn ur c'hamion-leurenn. Daou vloaz 'zo o doa abadennoù ar c'henleur Tour graet berzh ha deuet eo ar c'hoant da genderc'hel gant ar stumm se. 80 darvoud sevenadurel oa bet aozet gant Kenleur e 5 departamant Breizh evit ma c'hellfe hec'h izili hag ar publik kenderc'hel da seniñ ha da zañsal asambles ha 30 000 arvester o doa kemeret perzh en abadennoù. War al lec'hienn arc'hantaouiñ Kengo e c'hellit kemer perzh er prantad arc'hantaouiñ evit sikour da gempenn ar c'hamion leurenn anvet Kermaji.