De nombreux hommages ont été rendus à Dominique Bernard et Samuel Paty, victimes de l'obscurantisme religieux, dans plusieurs villes bretonnes. Maread a vodadegoù zo bet aozet un tamm pep lec'h e Breizh evit dougen bri da Dominique Bernard ha Samuel Paty.
Dec'h, fin an abardaez e Brest, o deus kemeret perzh etre tri c'hant ha pevar c'hant a dud en emvod evit enoriñ memor kellenerien Dominique Bernard ha Samuel Paty bet lazhet gant sponterien. Un emvod didrouz, leun a fromm, a-benn difenn al laikelezh ha souten micherourien an deskadurezh stad bet skoet adarre gant speredoù obskurantist.
Arc'hant evit ar re gozh
E ti ar re gozh Ker an Derv, e Plourin Montroulez, eo nec'het an annezidi gant kudennoù arc'hantaouiñ an Ehpadoù ti-kêr pa y a war gresk priz an energiezh hag ar boued. Startoc'h startañ eo ivez kavout tud d'ober war o zro. Trubuilhet bras ar vaered ivez pa zo un toull e kef kement Ehpad a zo pe dost. Ul lezenn war ar c'hozhni a c'houlennont. Mennet eo maered Vreizh da gas ar stourm war raok. D'ar 26 a viz Here en em vodint e Klegereg asamblez gant renerien tiez ar re gozh.
"Mervel, nag un istor "
Ar marv, sed aze un afer preder evit an holl dud war an douar. Ha tem diskouezadeg abati Daoulas eo. Dre an taolennoù hag an objedoù kinniget e weler n'eus ket ur sevenadurezh n'he dije lidadur ebet pa guit unan bed ar re vev. Beilhadegoù an Anaon, prederioù ar c'horfoù marv, dañsoù kañv : a bep seurt lidoù a gaver e pep lec'h er bed. Lod a bad bloavezhioù zoken. "Mervel, nag un istor " a zo da zizoleiñ e Abati Daoulas betek derou miz Kerzhu.