La recherche d'un job d'été est au coeur des préoccupations de nombreux jeunes bretons. Et un ancien enseignant bilingue s'interroge sur les meilleures façons d'aider les élèves à s'approprier le breton. En Taol Lagad hiziv e komzer eus an dud yaouank a glask labour evit an hañv ha diouzh un dezenn skrivet gant ar c'helenner-klasker Gwenole Larvol evit sikour ar vugale da berc'hennañ ar yezh a zeskont er skol.
Kalzig tud yaouank, ar studierien da gentañ penn, a glasko labourat e-pad an hañv evit gounit un nebeut gwenneien. Ha labour 'zo : er pretioù ha letioù, er parkeier hag ivez e bed ar buheziñ, kampoù hañv hag all. Evit lakaat e darempred ar re a glask hag an implijerien a ginnig postoù e vez aozet foromoù liesseurt, evel hini Burev titouriñ ar re yaouank e Brest.
Brezhoneg, yezh ar skol ?
E 2023 en doa Gwenole Larvol soutenet un dezenn e skiantoù an deskadurezh gant an titl "Sinon, ça restera la langue de l'école". Hervezañ e ranker sikour gwelloc'h ar vugale skoliatet e brezhoneg da berc'hennañ ar yezh, evit ma teufent da vezañ gwir vrezhonegerien goude-se o frantad skol. Meur a brezegenn en deus kinniget e-kerz mizvezh ar brezhoneg evit ar skolaerien hag ar gerent. Fenoz e vo e Rostrenenn evit un emgav aozet gant ar vediaoueg.