Les résultats des Prizioù, les prix de l'avenir de la langue bretonne, et la foire bio de Landerneau sont à la une de notre édition ce vendredi. Disoc'hoù ar Prizioù, teulfilm nevez Bleuenn le Borgne hag un diskouezadeg evit brudañ foar Bio Landerne : setu roll an abadenn hiziv.
Priz brezhonegerez ar bloaz a zo bet roet ar bloaz d'an ortofonourez Nolwenn le Dissez. An abadenn a c'heller sellet en-dro amañ enlinenn. Gwelet e vez da skouer ar Priz a enor roet d'ar strollad rock EV, arouezel eus Naoned lec'h ma oa bet dalc'het al lid ar bloaz-mañ.
"A vouezh uhel"
Kaner ha komedian eo Quentin Morvan. Skoliatet eo bet e Diwan ha brezhoneger eo met n'eo ket anat evitañ e liamm gant ar yezh. E teulfilm nevez Bleuenn ar Borgn e vez heuliet anezhañ en e hent arzour hag en e c'houlennoù war ar brezhoneg hag ar stourm.
Foar bio Landerne
E-pad an dibenn sizhun-mañ e vo aozet ar Foar Bio gant kerent skol Diwan Landerne. Ouzhpenn 100 produer hag artizan a vo strollet da ginnig o labour hag o froduioù. Evit an darvoud ez eus kinniget ivez un diskouezhadeg e mediaoueg Landerne d'ober gwelloc'h anaouedegezh gant al loened gouezh. Bet eo skolidi Diwan da zizoleiñ anezhi.