L'édition en breton vous propose une rencontre avec une jeune chercheuse bretonne qui étudie de près les effets du changement climatique dans le grand Nord canadien. Azenor Bideault, klaskerez yaouank o chom e bro Gebek, a studi a-dost efedoù an hin o cheñch e inizi an Arktik. Ul labour dedennus hag ankenius war un dro.
Goude studioù e Rosko war ar matematikoù liammet gant ar biologiezh eo aet Azenor Bideault d'ober un dezenn e bro Gebek. Kavet he deus labour eno evel enklaskourez war ar bevliesseurted liammet gant ar cheñchamant hin. Studiañ a ra ar chadenn voued war an inizi er mor arktek. Ar bodoù o kemer plas al lichen tamm ha tamm, pezh a cheñch buhez al loened bihan avel al lemming da skouer, ha neuze niver al laboused preiz a deu eno da zebriñ anezho. Ankeniet eo ar plac'h yaouank gant cheñchamant an hin.
Keleier berr-ha-berr
En Taol Lagad e komzer ivez berr-ha-berr eus an enklaskadenn war ar modoù da vont-ha-dont e Breizh, digor enlinenn betek disadorn 23 a viz Meurzh war lec'hienn Rannvro Breizh.
Gwelet a reer ivez ar vag-skol L'Etoile oc'h adkavout he gwernioù goude meur a viz a labourioù da gempenn anezhi. Stummet e vez martoloded ar Morlu e bourzh ar goueletenn, savet e 1932.