Dans l'édition en langue bretonne, on vous parle d'une manifestation contre les suppressions de postes d'enseignants dans le pays de Morlaix et des conséquences du plan de sortie de flotte pour les bateaux de pêche bretons. Ur vanifestadeg e Montroulez da zifenn postoù skolaer pe skolaerez ha sell Alain le Sann war ar bigi pesketa a vo torret abalamour d'ar Brexit : setu ar pezh a glever en Taol Lagad hiziv.
Hervez ar raktresoù kentañ e vefe lemmet 35 post skolaer pe skolaerez en distro-skol 2023 e skolioù publik Penn-ar-Bed. Ha dek bennak diouto e bro Montroulez. Bugale, kerent, skolarien ha dilennidi lec'hel o deus manifestet dindan ar pont-meur, dimerc'her 8 a viz C'hwevrer, evit klask lakaat Rektordi Breizh ha Ministrerezh an Deskadurezh da cheñch ali. Hervezo e ranker chom a-sav da zigeriñ ha serriñ klasoù kerkent ma cheñch un tammig an niver a vugale en ur skol.
Bigi torret, porzhioù en arvar ?
Abaoe meur a sizhunvezh e vez komzet eus ar steuñv da derriñ bigi pesketa lakaet e plas evit respont d'ar Brexit ha da goll ar zonennoù pesketa en-dro da v/Breizh-Veur. Ne ouier ket c'hoazh pet armatour a zibabo bezañ digollet evit terriñ ur vag pe meur a hini... met gellet a rafent bezañ 50 e Breizh, hag an hanter er vro Vigoudenn. En Oriant omp bet da c'houlenn e soñj war an dazont-se digant Alain le Sann, prezidant ar gevredigezh Peskerezh ha Diorren, un aozadur a zifenn plas ar besketaerien er gevredigezh e Breizh hag er bed a-bezh.