Nouveau motif de mobilisation pour les écoles en breton Diwan : cette fois, c'est la place des langues régionales dans l'épreuve du Brevet qui a suscité une réaction des collégiens. C'est à la une d'An Taol Lagad qui vous présente aussi un nouveau spectacle pour enfants. A-raok dizoloiñ abadenn nevez An daou Dangi e klever skolajidi ar rouedad Diwan, gwall fachet abalamour d'ar plas graet d'ar brezhoneg e arnodenn ar Breved.
Kustumet eo ar rouedad skolioù Diwan da vanifestiñ evit bezañ klevet, e burevioù ar ministrerezh da skouer. Digwener 22 a viz Meurzh o doa ar skolajidi savet o mouezh e c'hwec'h lec'h-kelenn ar rouedad : Ar Releg-Kerhuon, Gwened, Kemper, Plijidi, Sant-Ervlan ha Gwiseni. Eno hon eus klevet pegen nec'het eo ar vrezhonegerien yaouank-se gant reolennoù nevez ar Breved : ne vo ket troet ken ar goulennoù hag an dielloù evit ar re a dremen an arnodenn en ur yezh all eget ar galleg, pa vefe euskareg, elzaseg pe brezhoneg.
Fent war al leurenn
Un daouad arzourien a grou arvestoù etre ar c'hoariva hag ar sonerezh eo An daou Dangi. Emañ Tangi ar Gall-Carré ha Tangi Merrien o paouez krouiñ un abadenn nevez : "Ar boufoun hag an ozhac'h". Savet eo bet da lakaat ar vugale da c'hoarzhin, e brezhoneg ha kontañ a ra, a drugarez da forzhig sonerezh, istor ur boufoun dirollet hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell, o-unan-penn rak tec’het eo an holl dud er vro abalamour d’un aerouant spontus ! Rankout a ra neuze ar boufoun mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit, pezh n'eo ket aes.