Emañ dilennidi ar C'huzul Rannvro ha servijoù ar Stad o tabutal evit klask sinañ ur feur-emglev nevez war Treuzkas yezhoù Breizh ha diorren o implij er vuhez pemdeziek. Nec'het eo ar c'hevredigezhioù a zifenn ar brezhoneg rak resevet o deus un teul-labour na ya ket war an tu mat hervezo.
N'eo ket bet tizhet ar pal skrivet er c'henemglev sinet etre ar Stad ha Rannvro Breizh e 2015 : skoliata 20 000 bugel en hentennoù divyezhek a-benn 2020. Ne oant nemet 19 336 en distro-skol diwezhañ.
Hogen, hervez ar c'hevredigezhioù bodet er strollad Unanet evit ar brezhoneg, n'eo ket un abeg evit chom hep lakaat sifroù en emglev nevez emeur o tabutal er mare-mañ. Resevet o deus ur gopienn eus ar raktres Kendivizad a-ziforc'h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez. Un teul-labour ne oant ket sañset gwelet, ha nec'het bras int abaoe.
"E-barzh an emglev kinniget gant ar rektorelezh n’ez eus sifr ebet ha n’ez eus muzul ebet evit an ezhommoù a zo, a embann Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh. An Emglev Stad-Rannvro a zo graet evit lakaat e pleustr ar pezh zo bet divizet dre lezenn, da skouer al lezenn Molac votet warlene. Hag an hini a vez kinniget gant ar Rektorelezh, da lavaret eo gant ministrerezh Jean-Michel Blanquer, a zo toull e gwirionez."
Kenderc'hel a ra Tangi Louarn : "N’ez eus netra a dalvoudegezh e-barzh evit respont d’an ezhommoù a zo, da lavaret eo stummañ mat kelennerien, kreskiñ niver ar postoù ha kaout un niver bras a-walc’h a skolidi. Hor pal a zo tizhout 50 000 skoliad kelennet e brezhoneg er bloavezh 2030."
Hervez Paul Molac, kuzulier-rannvro a gemer perzh en tabutoù, eo aet war-raok an eskemmoù abaoe an destenn-se. "Emvodoù hon eus bet d'al lun 10 ha d'ar meurzh 11 a viz Genver. Met n'eo ket echu. Mankout a ra respontoù sklaer war an niver a gelennerien hag ar palioù. Marc’hatañ a reer. Pep hini a glask sachañ ar muiañ eus e du. Prest eo ar rannvro da baeañ stummadurioù skolaerien. Goulenn a reomp ur bern traoù met ne vo ket gounezet pep tra moarvat."
Palioù sifret
Evit Arnaud Goapper, besprezidant Div Yezh, e rank an destenn bezañ gwellaet a-galz : "Gant ar respont zo bet graet gant ar rektorelezh e soñj deomp ez eomp war-gil. Kenlabouret hon eus gant ar Rannvro dre hor c’hinnigoù, dre emvodoù, o studial mat ezhommoù an dachenn. A-du e oamp holl evit lavaret e ranke ar gonvañsion-se mennegiñ palioù gant sifroù. Da skouer, daou sifr a-bouez : an niver a bostoù e kenstrivadeg ar gelennerien. E-kerz ar prantad tremenet e oa bet tizhet, gant diaesterioù, 20% eus ar postoù evit ar c’helenn divyezhek hag aze e c’houlennomp e vefe 50% a-benn 2030, fin ar goñvañsion nevez. Nac’het e vez ar goulenn-se ha nac’het e vez ivez gant ar rektor e vefe digoret lec’hioù nevez evit stummañ an danvez skolaerien."
Hervez Paul Molac eo cheñchet an traoù en emvodoù diwezhañ gant ar Rektorelezh, ar Prefeti rannvro, ar skol-veur. "Digoroc'h eo an emzalc'h. Kinnig a ra da skouer ar Rektorelezh digeriñ ur c'hlas-prientiñ e Brest evit an dud yaouank a fell dezho mont da gelennerien. Ur mennozh eo met kalz kinnigoù all hon eus : da skouer, aesaat an distro evit ar skolaerien pe kelennerien a gomz brezhoneg hag a labourfe en ur rannvro all. Ha ret eo ivez sklaeraat ar mont-en-dro evit digeriñ hentennoù nevez."
"Kalz traoù a chom da varc'hata, a lavar ivez ar c'hannad en deus roet e anv d'al lezenn war ar yezhoù rannvro warlene. E fin ar fest-noz e vez paeet ar sonerien. Ne vo ket sinet ar c'henemglev ganeomp ma ne 'z eer ket war raok war poentoù 'zo."
Ur vanifestadeg e Roazhon
Evit pouezañ war an tabutoù e vo aozet ur vanifestadeg gant Unanet evit ar brezhoneg dirak burevioù ar Rektorelezh e Roazhon, d'an 19 a viz C'hwevrer.
Embannet o deus servijoù ar Rektorelezh akademiezh ne felle ket dezho respont d'hor c'houlennoù keit ha ma kendalc'ho an eskemmoù diwar-benn ar c'henemglev.