Pegen diaes e vo enoriñ Santez Anna, patronez ar Vretoned, hiziv ha warc'hoazh gant jestroù herzel, maskloù, mont-ha-dont difennet. Oferennoù bihanoc’h ha niverusoc’h a vo memestra. Ne vo ket kollet ar feiz, tamm ebet !
Tregont archer a vo war al lec’h evit ar surentez. Ha maskloù a vo douget gant ar bersoned. Ur metrad a vo ret mirout etre an dud.Servijout a raio evel un taol-esae evit ar prefeti hag an archerien evit gouzout ha tu vo kenderc'hel emvodoù evel hemañ. Pres a zo warnomp !
Ul labour start ha munut
Strivoù bras a oa d’ober evit ar bersoned, ar gloareged hag an dud a youl vat evit prientiñ tout an aozadur nevez."N’eo ket aes, met niverus omp ! Prest e vimp da zegemer ar 5000 den enskrivet dija. Gouest omp da zegemer 8000 den".
Preladed eus Breizh a-bezh a oa ret dezho kavout : nav anezho ! Peogwir e vo dek oferenn da heul e-lec’h an div vras da gustum, er santual. Un oferenn a vo e brezhoneg da 6 eur noz, disadorn.
"Hag evit ar wech kentañ eo e vo boded pevar eskob eus Breizh istorel (el lec'h unan nemetken). Prezidañ a raint an oferenn !" An ofisoù all, e vo graet war o zro gant daou rektor ha personed santualioù bras eus Breizh. Un den a zeuio ivez en anv eskob Naoned.
Bemdez e vo kinniget oferennoù da 9e, 11e mintin, 4e, 6e, 8e noz. Gousperoù a vo enrollet war ar prim ha skignet war radio RCF, da 2e30 disul.
Daou c’hant plas a zo dieub en iliz-rouanez ha pemp kant plas all er-maez war al leurenn.
Gwelloc’h eo en em enskrivañ araok, dre internet pe delefon. Met digoret e vo, keit ma chomo plasoù dieub. "Tu a vo dont evel ar bleiz !" eme Mathieu Vannier. Nec'het eo ar c'hloareg koulskoude. En ofisoù kentañ, ar mintin-mañ, ne oa nemet an hanter eus an dud o doa lakaet o anv. Spi a zo evit warc'hoazh disul memestra : leun chouk eo an ofisoù da 11e ha da 4e.
http://www.sainteanne-sanctuaire.com pe 08 05 38 42 42
Ne vo ket cheñchet spered ar pardon ! Tu a vo da bep hini pediñ dizanger.
"Chom a raio spered an darempredeoù etre an dud, evel en oferennoù abaoe ar c’henfinañ", eme Ivan Brient.
"Ouzhpenn-se o deus ezhomm ar feizidi da vezañ dinec’het. Aon o deus rak ar c’hleñved. Komz a reont kalz eus ar C’hovid".
"Troet e vez an dud muioc’h etrezek an traoù a-bouez er vuhez, evel e-pad ar c’henfinañ" en deus merzhet ar vikel bras.
Ur gouel 'vo memestra !
Ouzhpenn-se e vo brav an oferennoù gant sonerien a-feson. Anne Auffret a gano ha sono telenn e-pad an oferenn e galleg da 11e ha d’an hini e brezhoneg da 6e noz.Sonerien an Akademi sonerezh hag arzoù sakr a sono ivez.
Dre vras e teu tro-dro 20 000 fidel er pardon bras-se. Un doare all da ijinañ al lid eo ar bloaz-mañ. Marteze evit an dazont e vo klasket kinnig al lid war meur a zevezh pe sizhunvezh memes !
Festoù a zo dija div wech bep sizhun, abaoe ar 15 a viz Gouere : prosesionoù gant flambezennoù, d'ar merc'her ha da sadorn da nav eur hanter. Da nebeutañ e tremen seizh kant den bemdez war al lec'h, abaoe penn-kentañ an hañv.
E Breizh eo bet nullet peurvuiañ ar pardonoù etre an nevez-amzer ha kreiz miz Gouere. "Ur chañs eo e vefe bet dalc'het pardon bras Santez-Anna-Wened !" a lavar Mathieu Vannier.