Gant an embregerezh Aked staliet e Saozon-Sevigneg, e-kichen Roazhon, ez eus bet graet taolioù-esae gant an UVD Robot. Gouest eo ar mekanik-se da lazhañ ar virusoù hag ar bakteri en ur implijout ar skinadurioù UV. An hini kentañ eo da vezañ gwelet er vro hag e Bro C’hall zoken !
Ar robot-se a zo bet krouet gant un embregerezh eus Bro Danmark. Er penn-kentañ eo bet ijinet evit aesaat digontammiñ e meteier an ospital, kambreier ar re glañv da skouer, evit skoilhañ ouzh ar c’hleñvedoù a vez tapet du-se. « Gouest eo da dennañ 99,99 % eus ar virusoù hag eus ar bakteri a vez kavet er gorreadoù met ivez en aer a-drugarez da efed an UV-C - ur spesad a skinadurioù UVoù- Met bez e c’hellfe bezañ implijet ivez e pep lec’h ma vez ret skarzhañ kuit d’ar mikro-organegoù displijus-se, el labouradegoù boued da skouer », eme Denez Pichon, rener Aked.
Evel-just, e teu da vezañ priziusoc’h c’hoazh er mare-mañ gant ma c’hell bezañ efedus ivez evit stourmañ a-enep d’ar c’hCovid-19.
Perak eo bet kaset d’an embregerezh Aked ?
Ar pal a zo stummañ ijinourien an embregerezh breizhat, arbennik war an dafar mezegel, evit ma vefent gouest da staliañ ar robot lec’h ma vo gwerzhet. Ret eo deskiñ reiñ urzhioù d’ar robot ha treuzkas ar barregezhioù-se da heul d’ar re o do d’ober gantañ war an dachenn. « Ur wech programmet, gouest eo ar mekanik-se da vezañ emren ha d’ober e labour e-unan ». Evit ur gambr ospital, ret eo kontañ etre 10 ha 15 munutenn evit ma rafe al labour digontammiñ.
Ouzhpenn an nevezenti-pouezus-mañ eo ret menegiñ e oa bet priziet an embregerezh-se gant Prizioù 2012 peogwir e vez implijet ar brezhoneg war ar pemdez gant ar skipailh.