E karter Krec’h Gwenn e vo digoret trede skol Diwan Kemper a-benn an distro-skol e miz Gwengolo. Ur skol-vamm gant ur c’hlasad re vihan ha re grenn a vo da gregiñ ganti. 

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

A-benn miz Gwengolo e vo Kemper ar gêr gentañ e Breizh o tegemer ur skol Diwan dasparzhet war tri lec’h disheñvel. An diviz en deus da vezañ kadarnet da vare kuzul-merañ Diwan Breizh e doug miz Even. E Kemper ez eus div skol dija e karterioù Penharz ha Kerfeunteun, 200 bugel enskrivet enno. An trede a vo digoret e Krec’h Gwenn, e Su Kemper.

Digeriñ ur skol a zo un dra plijus atav. Ul lec’h buhez eo, ul lec’h kehentiñ, ul lec’h kreskiñ, ul lec’h deskiñ. Un dra a-bouez e buhez ar vugale eo ar skol, eme Camille Diquélou, hag a vo skolaerez skol-vamm e Diwan Krec'h Gwenn e Kemper.

 

Ezhomm ur skol brezhonek e Su Kemper

 

Pemp bloaz’zo dija e oa diwanet ar mennozh sevel un trede skol Diwan e Kemper. D’ar mare-se e oa bet krouet ur c’huzul skoazell. "Evit ar pezh a sell deus an deskadurezh e Brezhoneg e Kemper, n’ez eus nemet ul lodenn deus ar gêr lec’h ma gaver skolioù divyezhek pe vefe hentennoù kevatal er skolioù publik ha katolik pe dre soubidigezh. Ar c’harterioù-se a zo karterioù Norzh ha Kornôg Kemper", a zispleg Yann Guillamot, prezidant komite souten Skol Diwan Kemper Krec’h Gwenn.

"Pa ‘z eer en tu all deus ar stêr Oded, war-zu ar Su, n’ez eus skol ebet a ginnig brezhoneg ha koulskoude war an 60 000 den a zo o chom e Kemper ez eus 20 000 a zo o chom e kreizteiz ar gêr, e karter an Erge-Vihan. A-bouez tre eo digeriñ skolioù e brezhoneg e kreizteiz Kemper. Ouzphenn-se e tigor al lec’h-se war kumunioù all", eme Yann Guillamot. "Bez ez eus ur bern tud deus tu Sant-Evarzeg, Sant-Divi, Benodet, Pluwenn, a zo o c’hortoz an digoradur", a gont Camille Diquélou. E miz c’hwevrer e oa bet ur skipailh deus France 3 da filmañ an dud e penn ar raktres-se.

 

Reportage à Quimper (29) de Claire Louet et Gwenaëlle Bron (février 2020)

 

10 bugel enskrivet evit poent

 

Pouezhañ a ra skolaerez an adskol nevez ivez war ar c’hinnig disheñvel a vez graet er skol Diwan e-keñver skolioù all. Soubet e vez ar vugale penn-da-benn. "An obererezhioù a vez graet e brezhoneg, pep tra a vez graet e brezhoneg war ar porzh, er c’hantin, en diwallerezh", a zispleg Camille Diquélou. E Krec’h Gwenn e vo daou glas skol-vamm : ur c’hlas re vihan hag unan re grenn. 10 bugel a zo enskrivet evit ar mare. Ar pal a zo kaout 14 da nebeutañ. Tri miz a chom c’hoazh a-raok an distro-skol, fiziañs en deus skipailh Diwan Kemper desachañ familhoù all.

Kendec’hel a ra ar skol da gehentiñ, war ar rouedadoù sokial da skouer. Dreist-holl pa ‘z eo dibosubl gant an enkadenn yec’hed degemer familhoù evit dorioù digor. E miz Ebrel en deus embannet skol Diwan Kemper ur video e galleg war ar rouedadoù da ginnig raktres an trede skol.

 

Diaesterioù arc’hant abalamour d’ar c’hleñved-red

 

War-bouez ar c’hehentiñ a-bell ez eus savet kudennoù all gant ar skolioù Diwan. Ur bern ac’hant a vo kollet gant ar skolioù hag ar rouedad ar bloaz-mañ abalamour d’ar gouelioù nullet, evel ar Redadeg da skouer. "Ur gwall gudenn eo evit ur skol kevredigezhel evel Diwan hag he deus ezhomm deus ur skoazell diavaez evit ar mont-en-dro ekonomikel, eme Yann Guillamot. Pezh a zo solud memestra eo ar c’helenn, rak kemeret eo e karg gant ar Stad. Ar skol a zo dindan kontrad. Memestra e vo dispignoù ouzhpenn evit ar servijoù maez-kelenn : diwallerezh, kantin hag all. A-se e vo un diaester".

Kemer a reomp ur riskl, ur bariadenn eo. Met ret eo mont war-raok.. N’eo ket o chom bihan kennebeut e vezer solud, dreist-holl evit ar skolioù , a soñj Yann Guillamot prezidant kuzul-skoazell Skol Diwan Krec’h Gwenn e Kemper.

Fizañs en deus memestra ar c’huzul-skoazell kas ar raktres da benn. "Abaoe pemp bloaz hon eus labouret war an dachenn-se. N’omp ket pinvidik siwazh met aozet eo bet traoù hag o deus degaset arc’hant e-barzh ar c’hef ha moarvat e vo skoazelloù all ur wech ma vo lañset ar skol", eme Yann Guillamot. Spi en deus e kresko skol Krec'h Gwenn evel m'o deus graet an div all e Kemper dindan 20 vloaz.

Skoazelloù a vo goulennet gant ar rouedad Diwan a-bez moarvat, rak lakaet diaes eo. Met kendec’hel a ra ar gevredigezh gant he raktresoù. E miz Gwengolo e vo digoret ivez un eil lise Diwan, e Gwened, gant un ugent lisead enskrivet en eilvet klas.

 

Ma fell deoc'h kaout titouroù ouzhpenn pe enskrivañ ho pugel e c'hellit mont e darempred gant ar skol :

  • 02 98 65 18 79
  • skol.kemper.renerezh@diwan.bzh
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information