La 9ème édition de la Redadeg, relais de course à pied à travers la Bretagne pour mettre en lumière la langue bretonne et financer des projets concrets, partira le 17 mai de la pointe du Raz pour 1700 km de course, jour et nuit jusqu'à l'arrivée le 25 mai à Morlaix. Retrouvez notre reportage et notre article en breton.
Gortozet eo rederien ar Redadeg e Beg ar Raz e miz Mae
D'ar gwener 17 a viz Mae e loc'ho an 9vet Redadeg eus Beg ar Raz, e Plougoñv, evit mont war red a-dreuz pemp departamant Breizh betek erruout d'ar sadorn 25 e Montroulez. Ur gouel bras a vo aozet evit al loc'hañ hag an degouezh ha plijadur a vo ivez war an hent moarvat. Evit ar poent e labour ar skipailhoù lec'hel evit bezañ prest da zegemer ar rederien e surentez, noz ha deiz.
Emvodoù, eskemmoù posteloù, gweladennoù war al lec'h evit resisaat an aozadur : ne baouez ket tud a-youl-vat bro ar C'hab da labourat evit prientiñ ar gouel a roio lañs d'ar Redadeg 2024, d'ar gwener 17 a viz Mae.
Gant ur vazh-test oc'h tegouezhout eus ar mor etre daouarn ar verdeerez Anne Quéméré, hag ul leurenn da staliañ e kreizig-kreiz ul lec'h naturel gwarezet ez eus peadra d'ober evit tout ar skipailh.
"Gwarezet eo al lec'h neuze e ranker diwall. Ha ret eo degas pep tra, n'ez eus na tredan na kegin ebet. ur sapre aozadur eo", eme Koulma Mingant, ezel eus Emglev Bro ar C'hab hag eus ar skipailh aozañ.
Ha labour a zo e pep korn Breizh evit an eizh skipailh lec'hel, sikouret gant skipailhoù bihanoc'h, rannet e tennadoù etre 50 ha 60 kilometrad.
"En holl hon eus kontet e oa tro 600 den a-youl-vat o kemer perzh evit aozañ hentad ar Redadeg, hep kontañ al loc'hañ hag an degouezh."
Fulup Kere, rener ar Redadeg
Rak 1700 kilometrad a vo da redek etre Plougoñv ha Montroulez, o tremen dre ar Morbihan, Liger-Atlantel, Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Arvor. Ha muioc'h a gilometradoù a zo da werzhañ c'hoazh : 2222 en holl. "Spi hon eus da werzhañ anezho holl", a embann Fulup Kere, rener ar Redadeg.
An arc'hant dastumet a vo roet d'ar rouedad skolioù dre soubidigezh Diwan (evit an hanter) ha d'ul listennad raktresoù dibabet gant an aozerien.
LENN. Brendan-Budok, kampion Breizh war an echedoù
Ur ganaouenn ofisiel, ha meur a hini all
Ar bloaz-mañ eo bet savet ar ganaouenn ofisiel a lusko kammedoù ar rederien gant ar strollad Kaolila hag ar sonaozour El Maout. Ur ganaouenn war dem Treuskas ar yezh.
Meur a skol o deus savet ivez o c'hanaouennoù war an tem-se ha klevet e vezo lod anezho war leurenn al loc'hañ, e Beg ar Raz. Arzourien a-bep-seurt a vo aze ivez evit reiñ nerzh d'ar rederien gant ur fest-noz : Eben, Tribe Brass band, André Gloaguen...
E Montroulez e c'hortozer muioc'h a dud c'hoazh evit gouel an degouezh. Gant ma chomo energiezh gant an dud o do kaset war raok ar vazh-test, arouez ar yezh o vezañ treuzkaset, e-pad 7 devezh hag 8 nozvezh.
France 3 Breizh war an hent
Evel bep bloaz e vo heuliet ar Redadeg gant France 3 Breizh. Klask a raio ar gazetennerien lakaat ac'hanoc'h da vevañ a-dost, ar youl treuzkaset a gilometr da gilometr gant ar vrezhonegerien hag an holl re ez eus un dazont evit ar yezh.