La plateforme Parcoursup est ouverte depuis une semaine. Les élèves de terminale doivent l'apprivoiser pour s'inscrire dans une école et poursuivre leurs études supérieures, une fois le bac en poche. Parcoursup, ur ger a glever kalzig mare-mañ touesk an dermenidi hag o zud. Gant ar savenn-mañ e ranker gouzout c'hoari evit en em enskrivañ en ur skol, ur wech tapet ar vachelouriezh.
Erru e klas termen, e rank al liseidi prientiñ ar vachelouriezh... ha memes tro, ober gant ur savenn dianavezet ganto penn-da-benn : Parcoursup. Eüruzamant e vez e leiz a dud vit sikour anezho d'ober ganti : pe vefe psikologourien an deskadurezh stad, kelennerien pe c'hoazh, evel e lise Diwan Karaez, ul levraouegerez-heñcherez. Betek ar 14 a viz meurzh e rank an dermenidi diskleriañ betek 10 hed stummadur disheñvel. Ha kadarnaat anezho vit an 3 a viz ebrel. Un hir a hent eo Parcoursup. Ret kaout pasianted betek penn, betek gouzout pelec'h vo degemeret an hini yaouank. Ar pep pouezusañ o vezañ goulenn sikour el liseoù a-benn resev alioù fur.
Fuloret ar beizanted
Fin ar mintinvezh eo en em gavet an trakteurioù kentañ war pont an Irwazh kichen Brest. Ouzhpenn Brest, eo bet kelaouet Prefedti Penn-ar-Bed vo stanket an hentoù kostez Kemper ha Kemperle poent bennak hiziv gant ar beizanted. Diaboue dec'h emaint war pont Montroulez. Kousket o deus eno ha soñj int chom betek fenoz d'an nebeutañ. Hir eo al listennad klemmoù zo gant ar beizanted-mañ : re a baperachoù da leuniañ, re a reolennoù da heuliañ, re izel priz ar produoù gwerzet ganto... Touesk ar vanifesterien ne gaver nemet izilli daou sindikad labour-douar : an FNSEA hag ar JA (al labourerien-douar yaouank). C'hoant ganto bezañ klevet gant dilennidi ar gouarnamant. Un trede sindikad labour-douar vo e-barzh ar jeu a-benn nebeut : galvet vez ar beizanted da vont betek Roazhon warc'hoazh gant ar genurzhierezh war ar maez (Coordination rurale).