VIDEO. Enkadenn al laezh biologel. Votre édition An Taol Lagad du 5 avril 2023

durée de la vidéo : 00h04mn29s
An Taol Lagad du 5 avril 2023 ©FTV

Il n'y a jamais eu autant de lait bio produit, mais la demande régresse. Jean Gouérec publie une étude sur le pourquoi du comment. Bet omp da wellet Jean Gouerec e Ploeven da c'houzout perak hervezañ ne vez ket graet berzh gant al laezh bio.

Blokus Amazon

Stanket vez gant gopridi NGS Express mont-ha-donioù stal Amazon Brieg dibaoue dilun. Kas ha degas a reont ar pakadoù d'ar pratikoù hep bezañ gopret evit lod. Galvet o deus ensellerezh al labour ha prokulour Kemper vit ma baefe an implijer e zleoù.

Re a laezh bio ?

Gant Jean Gouerec, bet sekretour meur skol HEC Pariz, eo bet studiet marc'had al laezh bio. Kalz a laezh vez produet pa tigresk an ezhommoù hervez ar sifroù. Koulskoude eo bet divizet gant ar stad tizhout palioù bras : 20% eus ar boued er c'hantinoù-skol a rankfe bezañ bio. Pelec'h emañ an dalc'h ? Sed aze korf studiadenn Jean Gouerec.

Ur sizhunvezh olimpek

E Pariz e vo aozet ar c'hoarioù olimpek ar bloaz a zeu. Da vroudañ an darvoud en deus divizet ministrerezh an deskadurezh stad gouestlañ ar sizhun-mañ d'ar c'hoarioù olimpek ha paralimpek. Un digarez evit dizoloiñ a bep seurt sportoù gant skolidi Kemper.

L'actualité "Économie" vous intéresse ? Continuez votre exploration et découvrez d'autres thématiques dans notre newsletter quotidienne.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
Bretagne
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité